Eklesiastes 7:19
Mâd eo d’id skoazia ann dén reiz; hôgen na denn két da zourn diouc’h ar ré all; râk néb a zouj Doué na zilez hini é-béd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Wisdom strengtheneth the wise more than ten mighty men which are in the city.
In Context
18Na ra két ré a fallagriézou; ha na véz két foll, gan̄d aoun na varvchez ken̄t da amzer.
20Ar furnez a gréva ann dén fûr dreist dék prin̄s eur géar.
Cross References
2 Samuel 20:22Neûzé éz éaz-hî da gaoud ar bobl, hag é komzaz out-hô gan̄t furnez: hag hî ô véza trouc’het penn Séba, mâb Bokri, a daolaz anézhan̄ da Joab. Hag hén̄ a zonaz gan̄d ar c’horn-boud, hag hî a zistrôaz eûz a zirâg ar géar, hag en em dennaz dindân hé delt. Hôgen Joab a zistrôaz da gavout ar roué da Jéruzalem.
Proverbs 21:22Ann dén fûr a zô piñet é kéar ar ré gré, ha diskaret eo bét ann nerz gan̄t-han̄ el léac’h ma lékéa hé fisian̄s.
Ecclesiastes 9:13Gwélet em eûz ivé ar furnez-man̄ dindân ann héol, hag em eûz kavet é oa brâz:
Ecclesiastes 9:16Ha mé a lavaraz pénaoz é oa gwelloc’h ar furnez égéd ann nerz; pénaoz éta eo bét disprizet furnez ar paour, ha n’eo két bét sélaouet hé c’heriou?