Kentañ Levr ar Rouaned 20:22
Neûzé éz éaz-hî da gaoud ar bobl, hag é komzaz out-hô gan̄t furnez: hag hî ô véza trouc’het penn Séba, mâb Bokri, a daolaz anézhan̄ da Joab. Hag hén̄ a zonaz gan̄d ar c’horn-boud, hag hî a zistrôaz eûz a zirâg ar géar, hag en em dennaz dindân hé delt. Hôgen Joab a zistrôaz da gavout ar roué da Jéruzalem.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
23Joab éta a oa é penn holl armé Israel; ha Banaias, mâb Joiada, war ar Sérétied hag ar Félétied.
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 20
Cross References
2 Samuel 2:28Joab éta a zonaz gan̄d ar c’horn-boud, hag ann holl armé a choumaz, hag a éhanaz da von̄t war-lerc’h Israel, ha da stourmi out-han̄.
2 Samuel 11:6Ha David a gasaz étrézé Joab évit lavarout d’ézhan̄: Digas d’am c’havout Urias ann Hétéad. Ha Joab a gasar Urias da Zavid.
2 Samuel 18:17Hag Absalom a oé kéméret ha taolet enn eur poull brâz er c’hoat, hag é oé savet war-n-ézhan̄ eur bern brâz a vein: hag holl Israel a déc’haz pép-hini d’hé delt.
2 Samuel 20:16Hag eur vaouez fûr eûz a géar a griaz: Sélaouit, sélaouit, ha livirid da Joab: Tôsta aman̄, ha mé a gomzô ouz-id.
Ecclesiastes 8:11Râg ô véza n’eo két douget râk-tâl ar varn a-éneb ar ré zroug, bugalé ann dûd a râ ann drouk héb aoun é-béd.