Eklesiastes 7:26
Lékéat em eûz va spéred da skléraat pép-trâ, évit gouzout, évid arvesti, évit klaskout ar furnez hag ann abek; hag évid anaout fallagriez ar ré foll, ha fazi ar ré ziévez:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
25Pelloc’h eo éat égét na oa. Gwall zoun eo, piou hé c’havô?
Cross References
Judges 16:19Hag hî a lékéaz anézhan̄ da gouska war hé daoulin, ha da harpa hé benn war hé askré-hi. Hag hî a c’halvaz eunn touzer, hag a lékéaz trouc’ha hé zeiz kuchen vléô; hag é teûaz d’her c’has-kuît ha d’hé bellaad diout-hi: râg hé ners a oa éat râk-tâl diout-han̄:
Proverbs 2:18Hag a an̄kounac’ha kévrédigez hé Doué; râg hé zî a ia étrézég ar marô, hag hé raven̄chou étrézég ann ifern.
Proverbs 5:3Râk muzellou ar c’hrég fall a zô ével eunn diren-vél; hag hé gargaden a zô c’houékoc’h égéd ann éôl.
Proverbs 7:21Ével-sé é taol hé rouéjou war-n-ézhan̄ gan̄t kalz lavariou, hag é tenn anézhan̄ gan̄t lidou hé muzellou.
Proverbs 22:14Eur poull doun eo génou ann diavésiadez; ann hini en deûz droulan̄s ann Aotrou, a gouézô enn-han̄.