Eklesiastes 7:25
Pelloc’h eo éat égét na oa. Gwall zoun eo, piou hé c’havô?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 7:13Saô, santéla ar bobl, ha lavar dézhô: En em zan̄télit évit war-c’hoaz; râk chétu pétrâ a lavar ann Aotrou Doué Israel: Éma ann anaoué enn da greiz, ô Israel; na helli két derc’hel stard oud da énébourien, kén na vézô gwastet eûz hô touez ann hini a zô kabluz eûz ar gwall-zé.
Proverbs 17:12Gwell é vé en em gavout gan̄t eunn oursez hag a vé kollet gan̄t-hi bé oursédigou, égéd gan̄t eunn dén foll a laka hé fisian̄s enn hé follen̄tez.
Ecclesiastes 1:13Lékéat em bôa em spéred en̄klaskout ha c’houilia gan̄d furnez kémen̄d a c’hoarvez dindân ann héol. Doué en deûz rôet ar gwall bréder-zé da vugalé ann dûd évit ma en em rôjen̄t d’hô anaout.
Ecclesiastes 2:1Mé em eûz lararet em c’haloun: Déomp, en em rôomp d’ann dudiou, ha piaouomp ar madou, hag em eûz gwelet pénaoz eo ivé avel kemen̄t-sé.
Ecclesiastes 2:15Hag em eûz lavaret em c’haloun: Mar tléann mervel kerkoulz hag ann dén foll, pétrâ a dâl d’in béza bét furoc’h? Neûzé em eûz lavaret em spéred, pénaoz kémen̄t-sé a oa ivé avel.
Ecclesiastes 3:16Gwélet em eûz dindân ann héol ar fallagriez é léac’h ar varn, hag ann direiz é léac’h ar reiz.