Eklesiastes 9:1
Kémen̄t-sé holl em eûz mennet em c’haloun, évid hô foella gan̄t préder. Béz’ éz eûz tud reiz ha tud fûr, hag hô ôberiou a zô é dourn Doué: ha koulskoudé ann dén na oar két pé é tellez ar garan̄tez, pé ar gasoni;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 15:25Hag ar roué a lavaraz da Zadok: Dizoug arc’h Doué da géar: mar kavann grâs dirâg ann Aotrou, é lakai ac’hanoun da zistrei, ha da wélout adarré hé arc’h, hag hé dabernakl.
Job 12:10Enn hé zourn éma éné kémen̄d hini a zô béô, ha kémen̄t spéred a zô é kîk ann dûd.
Psalms 10:14Gwéloud a réz, râk té a laka évez oud al labour hag oud ar boan a ra ar ré fallagr (M), évid hô lakaad dindân da zaouarn. Ar paour a zô en em rôét d’id; té a vézô skoazeller ann emzivad.
Psalms 37:5Diskouéz d’ann Aotrou da hen̄t, ha laka da c’héd enn-han̄, hag hén̄ her grâi.
Psalms 73:11Hag hî hô deûz lavaret: Pénaoz é oar Doué kémen̄t-sé, hag ar wiziégez a zô enn Uc’hel-meûrbéd?