Levr Ester 2:15
Goudé éta ma oé tréménet eunn amzer-bennâg, é teûaz ann deiz é péhini Ester, merc’h Abihail, breûr Mardoché, a oa bét kéméret gan̄d hé-man̄ évid hé verc’h, a dlié mon̄d da gavout ar roué diouc’h hé reiz. Hou-man̄ na c’houlennaz nétrâ évid en em gin̄kla; hôgen Égéus, ar spâz, mirer ar merc’hed-zé, a rôaz d’ézhi évit-sé ar péz a garaz. Râg hî é dôa eur c’hen̄dalc’h braô, hag a oa kaer-meûrbed; hag ar ré holl a wélé anézhi, hé c’havé hétuz ha dudiuz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
16Kaset é oé éta da gampr ar roué Assuérus enn dékved mîz hanvet Tébet, er seizved bloaz eûz hé rén.
Cross References
Esther 2:7Maget en dôa Édissa, merc’h hé vreûr, a oa hanvet ivé Ester: kollet é dôa-hî hé zâd hag he mamm; koan̄t ha kaer é oa. Hé zâd hag hé mamm ô véza marô, Mardoché hé c’héméraz da verc’h.
Proverbs 15:33Doujan̄s ann Aotrou a zô kélen ar furnez; hag ar vueldéd a ia a-raog ar c’hloar. ———— XVI. PENNAD. Buanégez hag habaskded ar roué.