Levr Ester 2:7
Maget en dôa Édissa, merc’h hé vreûr, a oa hanvet ivé Ester: kollet é dôa-hî hé zâd hag he mamm; koan̄t ha kaer é oa. Hé zâd hag hé mamm ô véza marô, Mardoché hé c’héméraz da verc’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 1:11Ma tigazchen̄t dirâg ar roué ar rouanez Vasti, hag hî ar gurunen war hé fenn, évit ma tiskouezché hé c’haerded d’hé holl boblou ha d’hé brin̄sed; râg hî a oa kaer meûrbéd.
Esther 8:1Enn deiz-zé ar roué Assuérus a rôaz d’ar rouanez Ester tî Aman, énébour ar Iuzevien, ha Mardoché a iéaz dirâg ar roué. Râg Ester é dôa an̄savet d’ar roué pénaoz é oa hé-man̄ éon̄tr d’ézhi.
Job 31:18(Râg ann truez a zô kresket ganén̄ a vihanik; ha deûet eo gan-én̄ er-méaz eûz a gôv va mamm.)
Daniel 1:6Hôgen enn hô zouez en em gavaz eûz a vipien Juda, Daniel, Ananias, Misael, hag Azarias.