bible.software › Levr Ester › Levr Ester 2 › Levr Ester 2:8
Levr Ester 2:8
Pa oé éta embannet kémenn ar roue, ha pa oé kaset da Zuza kalz merc’hed kaer, a lékead étré daouarn Egéus ar spâz, Ester ivé é-touez ar ré all a oé lékéat étré hé zaouarn, évit béza diwallet gan̄d ar merc’hed all.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
So it came to pass, when the king’s commandment and his decree was heard, and when many maidens were gathered together unto Shushan the palace, to the custody of Hegai, that Esther was brought also unto the king’s house, to the custody of Hegai, keeper of the women.
In Context
7Maget en dôa Édissa, merc’h hé vreûr, a oa hanvet ivé Ester: kollet é dôa-hî hé zâd hag he mamm; koan̄t ha kaer é oa. Hé zâd hag hé mamm ô véza marô, Mardoché hé c’héméraz da verc’h.
9Hou-man̄ a blijaz d’ézhan̄, hag a gavaz trugarez dira-z-han̄. Hag hén̄ a c’hourc’hemennaz da eur spaz all ma hastché rei d’ézhi péadrâ d’en em c’hlana, ha kémen̄d a dlié béza enn hé lôd-hi, hag ivé seiz plac’h eûz ar ré gaéra eûz a dî ar roué, hag hé c’hin̄kla hag hé c’hempenni, hi hag hé flac’hed.
Read all of Levr Ester 2
Cross References
Esther 2:3Ha bézet kaset tûd dré ann holl brovin̄sou évit gwélout ar merc’hed kaer ha gwerc’h, hag hô c’hâs da géar Suza, hag hô lakaad é tî ar merc’hed dindân dourn Égéus ar spâz, péhini eo ann diwaller hag ar mirer eûz a c’hragez ar roué: hag énô é vézô d’ézhô péadrâ d’en em é c’hlana, ha kémen̄d tra all a vézô réd d’ézhô.
This Verse In Other Editions
Study Levr Ester 2:8