Levr Ester 3:4
Ha goudé m’hô dôé lavaret ann dra-zé d’ézhan̄ aliez, hép ma fellé d’ézhan̄ hô sélaoui, her rôjon̄t da anaout da Aman, évit gouzout ma ken̄dalc’hché enn hé zézô; râk lavaret en dôa-hén̄ d’ézho pénaoz é oa Iuzev.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Daniel 3:8Râk-tâl hag enn hévéleb amzer Kaldéed a dôstaaz hag a damallaz ar Iuzévien.
Daniel 3:16Sidrac’h, Misac’h hag Abdénago a respoun̄taz hag a lavaraz d’ar roué Nabukodonnsor: Né két réd d’é-omp respoun̄ta d’id diwar-benn kémen̄t-sé.
Daniel 6:13Hag hî a respoun̄taz hag a lavaraz d’ar roué: Daniel unan eûz a vipien sklavérez Juda, n’en deûz doujan̄s é-béd évid da lézen, nag évid ar gourc’hémenn éc’h eûz gréat; hôgen teir gwéach enn deiz é péd hag éc’h azeûl hé Zoué.
Jonah 1:9Hag hén̄ a lavaraz d’ézho: Hébréad ounn, hag é toujann ann Aotrou Doué ann én̄v, péhini en deûz gréat ar môr hag ar séac’h.