Levr Daniel 6:13
Hag hî a respoun̄taz hag a lavaraz d’ar roué: Daniel unan eûz a vipien sklavérez Juda, n’en deûz doujan̄s é-béd évid da lézen, nag évid ar gourc’hémenn éc’h eûz gréat; hôgen teir gwéach enn deiz é péd hag éc’h azeûl hé Zoué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 3:8Hag Aman a lavaraz d’ar roué Assuérus: Béz’ éz eûz eur bobl a zô skiñet dré ann holl brovin̄sou eûz da rouan̄télez, hag a zô rannet diout-han̄ hé-unan; péhini a heûḻ lézennou ha lidou névez, ha péhini ouc’h-penn a zispriz gourc’hémennou ar roué. Ha té a oar ervâd penaoz na zéré két oud da rouan̄télez é teûfé c’hoaz da greski hé rogoni.
Daniel 2:25Neûzé Arioc’h râk-tâl a gasaz Daniel étrézég ar roué, hag a lavaraz d’ézhan̄: Kavet em eûz eunn dén eûz a zizougadur Juda, a rôi ann displég d’ar roué.
Daniel 3:11Ha pénaoz piou-bennâg n’em em daolô két d’ann douar, ha na azeûlô két, a vézô taolet er fourn-vrâz, é-kreiz ann tân béô.
Daniel 5:13Daniel a oé éta digaset dirâg ar roué, hag ar roué a gomzaz out-han̄, ô lavarout: Ha té eo Daniel, unan eûz a sklaved Juda, en deûz digaset ar roué va zâd eûz ar Judéa?