Levr Ester 3:7
Er miz ken̄ta, a zô hanvet Nisan, enn daouzékved bloaz eûz a rén Assuérus, é oé taolet ar sort, a zô hanvet phur é Hébrach, el léstr dirâg Aman, évit gouzout é pé zeiz, hag é pé vîz é tlié pobl ar Iuzevien béza lazet; hag ar sort a gouézaz war ann daouzékved mîz hanvet Adar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Nehemiah 2:1Hôgen é mîz Nisan, enn ugen̄tved bloaz eûz ar roué Artaksersez, é oé kaset gwîn dirâg ar roué: ha mé a géméraz ar gwîn, hag her rôaz d’ar roué; ha mé a oa ével eun̄n dén doaniet dira-z-han̄.
Esther 2:16Kaset é oé éta da gampr ar roué Assuérus enn dékved mîz hanvet Tébet, er seizved bloaz eûz hé rén.
Esther 9:5Ar Iuzevien a skôaz éta stard war hô énébourien, hag a lazaz anézhô, ô tisteûrel war-n-ézhô ann droug hô dôa aozet évit-hô;
Esther 9:21Évit ma kémerchen̄t da c’hoél ar pévarzékved hag ar pemzékved deiz eûz a viz Adar, ha ma lidchen̄t anézhan̄ pép ploaz enn hévélep deisiou:
Esther 9:26Râk-sé abaoé neûzé ann deisiou-zé a zô bét hanvet Phurim, da lavaroud eo eûz ar sortou; ô véza ma oa bét taolet phur, da lavaroud eo ar sort, enn eul léstr. Hag el lizer-zé, pé el levr-zé é oé lékéat kémen̄d a c’hoarvézaz neûzé.
Ezekiel 21:21Râk roué Babilon a arzaôaz er c’hroaz-hen̄t é penn ann daou hen̄t, ann diouganérez a glaskaz, ô veski ar saésiou; kuzul a c’houlennaz digan̄d hé idolou, ar bouzellou a ardamézaz.