Levr Ester 3:8
Hag Aman a lavaraz d’ar roué Assuérus: Béz’ éz eûz eur bobl a zô skiñet dré ann holl brovin̄sou eûz da rouan̄télez, hag a zô rannet diout-han̄ hé-unan; péhini a heûḻ lézennou ha lidou névez, ha péhini ouc’h-penn a zispriz gourc’hémennou ar roué. Ha té a oar ervâd penaoz na zéré két oud da rouan̄télez é teûfé c’hoaz da greski hé rogoni.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:33Mé hô skiñô é-touez ar brôadou, hag a dennô ar c’hlézé war hô lerc’h; hô touar a vézô dilézet hag hô keriou a vézô disman̄tret
Ezra 4:12Ra wézô ar roué, pénaoz ar Iuzévien, péré éc’h eûz kaset enn hon touez, a zo deûet da Jéruzalem kéar dispac’huz ha drouk, hag é savon̄t anézhi a-nevez, hag éc’h aozon̄t hé muriou hag hé ziez.
Nehemiah 1:8Az péz koun eûz ar gér éc’h eûz rôet da Voizez da zervicher, ô lavarout: Pa hô pézô torret va lézen, mé hô skiñô é-mesk ar boblou:
Ezekiel 6:8Lôd ac’hanoc’h a virinn eûz ar ré a vézô bét tec’het diouc’h klézé ar brôadou, p’am bezô hô skiñet dré ar brôiou.