Levr Ester 4:14
Rak mar tavez bréma, enn eunn doaré all é vézô dieûbet ar Iuzevien; ha té, ha tî da dâd a vézô kollet. Ha piou a oar ma né két évit-sé oud bét savet da rouanez, ma vijez daré évid eunn hévéleb amzer?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Hag Ester a gasaz adarré da lavarout kémen̄t-man̄ da Vardoché:
Cross References
Numbers 23:22Doué en deûz hé zigaset er-méaz eûz ann Éjipt, hag hé ners a zô hén̄vel oud hini ar rinoséros.
Judges 15:6Hag ar Filistined a lavaraz: Piou en deûz gréat kémen̄t-sé? Ha lavaret é oé d’ézhô: Samson eo, mâb-kaer eunn dén eûz a Damnata, péhini en deûz lamet hé c’hrég digan̄t-han̄ évid hé rei da eunn all, en deûz gréat kémen̄t-sé. Hag ar Filistined a biñaz hag a zévaz ar c’hrég gan̄t hé zâd.
1 Samuel 17:29Ha Saül a zeûaz da gaout aoun râk David mui-oc’h-vui: hag hén̄ a zeûaz da énébour da Zavid da-vikenn.
Ezra 9:9Râk sklaved omp, hag hon Doué n’en deûz két hon dilézet enn hor sklavérez; hôgen digaset en deûz war-n-omp trugarez é-ken̄ver roué ar Bersied, évit ma rôjé d’é-omp ar vuez, ma savché tî hon Doué, hag hé lec’hiou dilézet, ha ma rôjé d’é-omp eunn digémer é Juda hag é Jéruzalem.