The Bible Software
Levr Ester · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Ester 4

1Mardoché ô véza klézet kémen̄t-sé, a rogaz hé ziḻad, a wiskaz eur zac’h, hag a daolaz ludu war hé benn; hag hén̄ en em lékéaz da c’harmi é-kreiz leûr-géar, ô tiskouéza c’houervder hé galoun.

2Dont a réaz éta enn eur lén̄va ével-sé bété porz ar palez. Râk na helled két mon̄d é palez ar roué gwisket gan̄d eur zac’h.

3Er provin̄sou, er c’heriou, hag enn holl lec’hiou, é péré é oé kaset ar gourc’hémenn krîz-zé eûz ar roué, é oé brâz ar c’hlac’har é-touez ar Iuzevien, hag ivé ar iûn, hag ar garm, hag ar gwélvan; ha kalz anézhô n’hô dôa néméd ar zac’h hag al ludu évit gwélé.

4Neûzé plac’hed Ester hag hé spazéien a zeûaz, hag a rôaz da anaout kémen̄t-sé d’ézhi. Ha pa hé glévaz, é oé man̄tret; hag hî a gasaz eur zaé da Vardoché, évit ma hé gwiskché ha ma lezché hé zac’h; hôgen na fellaz ket d’ézhan̄ hé c’hémérout.

5Hag hi a c’halvaz Atac’h ar spâz, a oa bét rôet d’ézhi gan̄d ar roué évid hé servich, hag é c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ mon̄d da gavout Mardoché, évit gouzout digan̄t-han̄ pérâg é réa ével-sé.

6Atac’h a iéaz éta da gavout Mardoché, péhini a oa é-kreiz leûr-géar dirâk porz ar palez:

7Ha Mardoche a rôaz da anaout d’ézhan̄ kémen̄t ha ma oa c’hoarvézet; pénaoz Aman en dôa touet é tougché kalz a arc’han̄t é ten̄zor ar roué évit lazérez ar Iuzevien.

8Eunn diskriv a rôaz ivé d’ézhan̄ eûz ar gourc’hémenn a oa bét staget é Suza, évid hé ziskouéza d’ar rouanez, hag hé c’huzulia da von̄t da gavout ar roué, ha da bédi stard anézhan̄ évid hé fobl.

9Hag Atac’h a zistrôaz, hag a rôaz da anaout da Ester kémen̄d ha m’en dôa lavaret Mardoché d’ézhan̄.

10Hag Ester a respoun̄taz, hag a chourc’hémennaz da Atac’h ma lavarché kémen̄t-man̄ da Vardoché:

11Holl zervicherien ar roué; hag ann holl brovin̄sou a zô dindân he c’halloud a oar pénaoz mar teû hini, daoust pé goaz, daoust pé maouez, da von̄t, héb béza galvet, er zâl a-ziabarz, é véz lazet râk-tâl hép mâr é-béd; néméd astenni a râfé ar roué dré zarvoud étrézég enn-han̄ hé walen-roué aour, ével arouéz a habaskded, ha dré-zé ma hellô béva. Pénaoz éta é helfenn-mé mon̄d da gavout ar roué, pa n’ounn két bét galvet gan̄t-han̄ trégon̄t dervez a zô?

12Pa glevaz Mardoché kémen̄t-sé,

13É kasaz adarré étrézég Ester, évit lavarout d’ézhi: Na gréd két pénaoz, évid-od da véza é tî ar roué, é helfez savetei da vuez, gwelloc’h égéd ann holl Iuzevien:

14Rak mar tavez bréma, enn eunn doaré all é vézô dieûbet ar Iuzevien; ha té, ha tî da dâd a vézô kollet. Ha piou a oar ma né két évit-sé oud bét savet da rouanez, ma vijez daré évid eunn hévéleb amzer?

15Hag Ester a gasaz adarré da lavarout kémen̄t-man̄ da Vardoché:

16Kéa ha stroll ann holl Iuzevien a gavi é Suza, ha pédit évid-oun. Na zebrit, na na évit a-héd trî dervez ha teir nôzvez; ha mé ivé a iunô gan̄t va flac’hed; ha goudé-zé éz inn da gavout ar roué a-éneb al lézen, hag héb béza galvet, oc’h en em rei d’ar gwall ha d’ar marô.

17Mon̄d a réaz éta Mardoché, hag é réaz ar péz é dôa gourc’hémennet Ester d’ézhan̄. ———— V. PENNAD. Ar roué a ia gan̄d Aman da vanvézî da di Ester.

← Levr Ester 3Read In The App, Free →Levr Ester 5 →

Study Levr Ester 4

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910