Levr Ester 6:1
Digousk é tréménaz ar roué ann nôz-zé, hag hén̄ a c’hourc’hémennaz ma vijé digaset d’ézhan̄ ann historiou hag al levriou-bloasiek diwar-benn ann amzeriou diagen̄t. Ha pa hô lennen̄t dira-z-han̄,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 2:22Mardoché ô véza gwézet kémen̄t-sé, hé rôaz da anaout d’ar rouanez Ester; hag hou-man̄ hel lavaraz d’ar roué, é hanô Mardoché, péhini en dôa hé zisklériet d’ézhi.
Esther 5:8Ma em eûz kavet grâs dirâg ar roué, ha ma fell d’ézhan̄ aotréa d’in ar péz a c’hoan̄taan hag a c’houlennann; deûet ar roué, hag Aman gan̄t-han̄, d’ar banvez em eûs aozet d’ézhô, ha war-c’hoaz é rôinn da anaout va c’hoan̄t d’ar roué.
Isaiah 41:17Péhini en deûz digaset ar c’hirri hag ar c’hézek, ann armé hag hé holl ners; hôgen gourvézet in̄t kévret, ha na zavin̄t mui; mouget ha lazet in̄t bet ével eur boulc’hen.
Daniel 6:18Hag ar roué a zistrôaz d’hé dî, hag a iéaz d’hé wélé hép koania: na oé két lékéat a voéd dira-z-han̄; hag ar c’housked zô-kén a belléaz diout-han̄.