The Bible Software
Levr Ester · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Ester 6

1Digousk é tréménaz ar roué ann nôz-zé, hag hén̄ a c’hourc’hémennaz ma vijé digaset d’ézhan̄ ann historiou hag al levriou-bloasiek diwar-benn ann amzeriou diagen̄t. Ha pa hô lennen̄t dira-z-han̄,

2É teûjon̄t d’al léac’h é péhini é oa skrivet pénaoz en dôa Mardoché rôet da anaout dispac’h Bagatan ha Tarez ar spazein, péré a felle d’ézhô laza ar roué Assuérus.

3Pa glévaz ar roué kémen̄t-sé, é lavaras: Pé énor, ha pé c’hôbr a zô bét rôet da Vardoché évid al léalded-sé? Hag hé zervicherien hag hé vinistred a lavaraz d’ézhan̄: N’en deûz bét gôbr é-béd.

4Hag ar roué a lavaraz: Piou a zô er zâl a-ziabarz? Aman eo a oa éat er zâl a ziabarz eûz a dî ar roué, évid hé bédi da c’hourc’hémenni ma vijé staget Mardoché oud ar groug en dôa aozet évit-han̄.

5Hag hé baotred a lavaraz d’éz-han̄: Aman eo a zô er zâl. Hag ar roué a lavaraz: Ra zeûi ébarz.

6Ha pa oé deûet Aman ébarz, ar roué a lavaraz d’ézhan̄: Pétrâ a dléeur da ôber d’ann dén a fell d’ar roué da énori? Hôgen Aman ô venna enn hé galoun, hag ô krédi pénaoz na fellé ar roue énori némét-han̄,

7A lavaraz: Ann dén a fell d’ar roué da énori,

8A dléeur da wiska gan̄d diḻad ar roué, hag hé lakaad war ar marc’h war béhini é piñ ar roué, ha kurunen ar roué war hé benn;

9Hag ar c’hen̄ta eûz a brin̄sed hag eûz a rénerien ar roué a zalc’hô hé varc’h, hag enn eur von̄t a c’harmô war al leûr-géar, ô lavarout: Ével-henn é vézô énoret piou-bennâg a fellô d’ar roué da énori.

10Hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄: Hast, kémer ar zaé hag ar marc’h, ha grâ, ével ma éc’h eûz lavaret, é-kén̄ver Mardoché, ar Iuzéô, a zô azézet é-tâl porz ar palez. Laka évez na an̄kounac’hafez nétrâ eûz ar péz éc’h eûz lavaret.

11Aman a géméraz éta ar zaé hag ar marc’h, ha goudé béza gwisket ar zaé da Vardoché él leûr-géar, ha goudé béza hé lékéat da biña war ar marc’h, éz éa enn hé raok, hag é c’harmé ével-henn: Enn doaré-man̄ é tlé béza énoret piou-bennâg a fell d’ar roué da énori.

12Mardoché a zistrôaz out porz ar roué; hag Aman a hastaz mon̄d d’hé dî, enn eur wéla, hag ô c’hôlei hé benn.

13Hag hén̄ a zanévellaz da Zarez, hé c’hrég, ha d’hé viñouned ar péz a oa c’hoarvézet gan̄t-han̄. Hag ar ré fûr a oa enn hé guzul, hag hé c’hrég a lavaraz d’ézhan̄: Mar d-eo eûz a wenn ar Iuzevien ar Mardoché-zé dirâk péhini éc’h eûz déraouet da gouéza, na helli két énébi out-han̄; hôgen dira-z-han̄ é kouézi.

14Pa gomzé c’hoaz ar ré-man̄, é teûaz spazéien ar roué, péré a rédiaz anézhan̄ da von̄t d’ar banvez é dôa aozet ar rouanez. ———— VII. PENNAD. Krouget eo Aman oud ar groug en dôa savet évit Mardoché.

← Levr Ester 5Read In The App, Free →Levr Ester 7 →

Study Levr Ester 6

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910