Levr Ester 7:10
Aman a oé éta staget oud ar groug en dôa aozet évit Mardoché, ha droug ar roué a habaskaaz. ———— VIII. PENNAD. Ar roué a dorr ar c’hourc’hémennou a oa bét rôet a-éneb ar Iuzévien.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 15:7Ha Samson a lavaraz d’ézhô: Pétrâ-bennâg ma hoc’h eûz gréat ével-sé, é fell d’in c’hoaz koulskoudé en em ven̄ji ac’hanoc’h, ha goudé zé é paouézinn.
Esther 8:7Hag ar roué Assuérus a lavaraz d’ar rouanez Ester ha da Vardoché, ar Iuzéô: Tî Aman em eûz rôet da Ester, ha gourc’hémennet em eûz é vijé staget-hén̄ oud ar groug, ô véza m’en dôa krédet lakaad hé zourn war ar Iuzevien.
Esther 9:25Ha goudé-zé Ester a iéaz da gavout ar roué, hag a bédaz anézhan̄ da ziarbenna gwall-ioul Aman gan̄d eul lizer é hanô ar roué; ha ma tistrôjé war hé benn hé-unan ann droug en dôa mennet oud ar Iuzevien. Enn-divez stapet é oé-hén̄ oud ar groug, hag hé vipien ivé.
Job 20:8Ével eunn huvré skân̄, na vézô mui kavet; tréménoud a rai ével eur wélédigez nôz.
Psalms 37:15R’az ai hô c’hlézé enn hô c’haloun hô-unan; ha ra vézô torret hô gwarek.
Proverbs 26:27Néb a doull ar poull, a gouézô enn-han̄; ha néb a rûḻ ar méan, a zistroiô ar méan out-han̄.