Levr Ester 7
1Ar roué éta hag Aman a zeûaz évid éva gan̄d ar rouanez.
2Hag ar roué a lavaraz c’hoaz d’ézhi enn eil dervez-zé, pa oé deûet da véza tomm d’ézhan̄ gan̄d ar gwîn: Pétrâ a c’houlennez, Ester, ha pétrâ a fell d’id é rafenn? Ha pa c’houlenfez ann han̄ter eûz va rouan̄télez, hé rôfenn d id.
3Hag hî a lavaraz d’ezhan̄: Ma em eûz kavet grâs dirâk da zaoulagad, ô roué, ha ma hé gavez-mâd, rô d’in va buez a c’houlennann digan-éz, hag hini va fobl, évit péhini az pédann.
4Râg gwerzet omb bét, mé ha va fobl, évit béza mac’het, évit béza lazet, évit béza dispennet. A-ioul é vemp gwerzet da sklaved ha da sklavézed, gouzan̄vuz é vé ann drouk; tével a rajenn enn eur geina. Hôgen bréma hon eûz eunn énébour kriz, hag hé grizder a gouéz war ar roué.
5Hag ar roué Assuérus a lavaraz d’ézhi: Piou eo hen-nez? Ha piou a zô galloudek awalc’h évit krédi ôber kémen̄t-sé?
6Hag Ester a lavaraz: Hon énébour hag hon énébour touet eo Aman ar fallagr. Pa glévaz Aman kémen̄t-sé, é oé saouzanet râk-tâl, ha na hellaz két gouzan̄vi sellou ar roué hag ar rouanez,
7Hôgen ar roué ô véza savet droug enn-han̄, a iéaz er-méaz eûz a léac’h ar banvez, hag ac’hanô enn eur c’harz leûn a wéz. Aman ivé a zavaz évit pédi ar rouanez Ester da zavétei hé vuez d’ézhan̄; râg gwélet en dôa pénaoz ar roué a aozé drouk d’ézhan̄.
8Assuérus ô véza distrôet eûz ar c’harz leûn a wéz, hag ô véza deûet é léac’h ar banvez, a gavaz Aman péhini a oa en em daolet war ar gwélé é péhini é oa gourvézet Ester, hag é lavaraz: Hag hén̄ a fell ivé d’ézhan̄ gwalla ar rouanez dira-z-oun, hag em zî? A véac’h ma oa éat ar gér-zé er-méaz eûz a c’hénou ar roué; ma oé gôlôet hé benn da Aman.
9Hag Harbona, unan eûz ar spazéien péré a oa é servich ar roué, a lavaraz d’ézhan̄: Chétu éz eûz é-ti Aman eur groug eûz a han̄ter-kan̄t ilinad a uc’helder, a zô bét savet gan̄t-han̄ évit Mardoché, péhini en dôa komzet évid ar roué. Hag ar roué a lavaraz: Stagit-hén̄ out-hi.
10Aman a oé éta staget oud ar groug en dôa aozet évit Mardoché, ha droug ar roué a habaskaaz. ———— VIII. PENNAD. Ar roué a dorr ar c’hourc’hémennou a oa bét rôet a-éneb ar Iuzévien.