Levr Ester 7:4
Râg gwerzet omb bét, mé ha va fobl, évit béza mac’het, évit béza lazet, évit béza dispennet. A-ioul é vemp gwerzet da sklaved ha da sklavézed, gouzan̄vuz é vé ann drouk; tével a rajenn enn eur geina. Hôgen bréma hon eûz eunn énébour kriz, hag hé grizder a gouéz war ar roué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Samuel 22:23Sellit-pîz ha gwélit ann holl lec’hiou, é péré en em guz: ha pa vézô pép trâ diarvar, distrôit d’am c’havout évit ma’z inn gan-é-hoc’h: ha pa vé en em guzet enn douar, é c’houiḻinn anézhan̄ é holl vilédou Juda.
Esther 3:9Gourc’hémenn éta ma vézô kaset-da-gét, ma her c’havez mâd, ha mé a baéô da den̄zorierien da espern dék mil talan̄t.
Esther 4:7Ha Mardoche a rôaz da anaout d’ézhan̄ kémen̄t ha ma oa c’hoarvézet; pénaoz Aman en dôa touet é tougché kalz a arc’han̄t é ten̄zor ar roué évit lazérez ar Iuzevien.
Esther 8:6Râk pénaoz é helfenn-mé gouzan̄vi marô ha dispenn va fobl:
Psalms 44:22Saô, pérâg oud-dé kousket, Aotrou? Saô, ha na zistol két ac’hanomp da-vikenn.