Levr Ester 8:13
Hag ann abek ken̄ta eûz al lizéri-zé a oé, da rei da anaout dré ann holl vrôiou ha d’ann holl boblou a oa dindân galloud ar roué Assuérus, pénaoz é oa daré ar Iuzevien d’en em ven̄ji eûz hô énébourien.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 16:28Hôgen hén̄ ô c’hervel ann Aotrou, a lavaraz: Aotrou Doué, az péz sonch ac’hanoun, asrô d’in bréma, va Doué, va ners gen̄ta, évit ma en em ven̄jinn eûz va énébourien ha ma tistolinn d’ézhô enn eur wéach ar péz a zellézon̄t évid ar c’holl eûz va daou-lagad.
Psalms 37:14Ar béc’hérien hô deûz dic’houinet hô c’hlézé; hô gwareg hô deûz steñet, évid diskara ar paour hag ann ézommek; évit laza ar ré éeun a galoun.
Psalms 92:10Ha va galloud a vézô uc’héléet ével korn ann unikorn ha va c’hôzni a vézô leûniet gan̄d da drugarez.
Luke 18:7Hôgen Doué ha na ven̄jô-hén két hé ré zilennet, péré a lén̄v out-han̄ nôz-deiz, hag habaskded en dévézô enn hô c’hén̄ver? (G).