Levr ar Salmoù 37:14
Ar béc’hérien hô deûz dic’houinet hô c’hlézé; hô gwareg hô deûz steñet, évid diskara ar paour hag ann ézommek; évit laza ar ré éeun a galoun.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
13Hôgen ann Aotrou a raiô goab anézhan̄; ô véza ma wél pénaoz é teûiô hé zeiz.
15R’az ai hô c’hlézé enn hô c’haloun hô-unan; ha ra vézô torret hô gwarek.
Cross References
1 Samuel 24:17Dré-zé gwél ha sonj pétrâ a rî: râg é c’hoarvézô droug a-énep da ozac’h hag a-énep da dî; râk mâb Bélial eo, enn hévélep doaré na hell dén komza out-han̄.
Psalms 11:2Râk chétu ar béc’herien hô deûz steñet hô gwarek; aozet hô deûz hô saésiou enn hô zron̄s, évit tenna enn disgwél war ar ré a zô éeun a galoun.
Psalms 64:2Va difennet éc’h eûz diouc’h strollad ann dûd fall; diouc’h al lôd brâz eûz ar ré a ra fallâgriez.
Proverbs 29:27Ann dûd reiz a argarz ar ré fallagr; hag ar ré fallagr a argarz ar ré a gerz enn hen̄t éeun. Ar mâb a vîr ar gér, na gouézô két er gollidigez. ———— XXX. PENNAD. Teir dra dreist hor skian̄t.