Levr Ester 9:1
Ével-sé enn trizékved deiz eûz ann daouzékved mîz, hon eûz lavaret ken̄t a oa hanvet Adar, pa en em aozed da laza ann holl Iuzevien, ha ma oa ioulet hô goâd gan̄d hô énébourien, ar Iuzevien enn-énep a zéraouaz béza ar ré gréva, hag en em ven̄ji eûz hô énébourien.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 22:41Lékéat éc’h eûz da drei kein va énébourien hag ar ré a gaséé ac’hanoun: ha mé hô c’hasô-da-gét.
Esther 3:13Kaset é oé gan̄t réderien ar roué d’ann holl brovin̄sou, évit ma vijé lazet ha kaset-da-gét ann holl Iuzevien, adaleg ar iaouan̄ka bétég ar c’hôsa, hag ivé ar vugalé hag ar merc’hed, enn hévélep deiz, da lavaroud eo, enn trizékved deiz eûz ann daouzékved mîz hanvet Adar, ha ma vijé preizet hô mâdou.
Esther 9:17Ann trizékved deiz eûz a viz Adar a oé ar c’hen̄ta é péhini en em lékéjon̄t holl da laza, hag er pévarzékved deiz éc’h éhanchon̄t al lazérez. Hag hî a réaz anézhan̄ eunn deiz goél, évid hé dréménout da-vikenn el lîd, el lévénez, hag er banvésiou.
Psalms 30:11Trôet éc’h eûz va c’heinvan é dudi; roget eo bét va zac’h gan-éz, hag éc’h eûz va grounnet a lévénez,