The Bible Software
Levr Ester · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Ester 9

1Ével-sé enn trizékved deiz eûz ann daouzékved mîz, hon eûz lavaret ken̄t a oa hanvet Adar, pa en em aozed da laza ann holl Iuzevien, ha ma oa ioulet hô goâd gan̄d hô énébourien, ar Iuzevien enn-énep a zéraouaz béza ar ré gréva, hag en em ven̄ji eûz hô énébourien.

2En em strolla a réjon̄t enn holl geriou, er bourc’hiou, hag el lec’hiou all, evit stourmi oud hô énébourien hag hô heskinerien; hag hini anezhô na gredaz ôber-penn d’ézhô, râg ar spoun̄t eûz hô ners a oa kroget enn holl boblou.

3Râk barnerien ar brovin̄sou, hag ann duged, hag ar rénerien, ha kémen̄d hini a oa é pép léac’h da benn war al labouriou, a veûlé ar Iuzevien gan̄d ar spount hô dôa râk Mardoché;

4O veza ma wien̄t pénaoz é oa-hén̄ da vestr-brâz er palez, ha m’en dôa kalz a c’halloud; hé hanô-mâd a greské bemdez hag en em gavé é génou ann holl.

5Ar Iuzevien a skôaz éta stard war hô énébourien, hag a lazaz anézhô, ô tisteûrel war-n-ézhô ann droug hô dôa aozet évit-hô;

6Enn hévélep doaré ma oé lazet é Suza bété pemp kan̄t dén, hép nivéri ann dék mâb Aman, mâb Agag, énébour ar Iuzevien, a béré chétu aman̄ ann hanvou:

7Farsandata, ha Delfon, hag Esfata,

8Ha Forata, hag Adalia, hag Aridata,

9Ha Fermesta, hag Arisai, hag Aridai, ha Jézata.

10Pa hô dôé hô lazet, na fellaz két d’ézhô kémérout preiz é-béd war-n-ézhô.

11Rôet é oé râk-tâl da anaout d’ar roué ann niver eûz ar ré a oa bét lazet é Suza.

12Hag hén̄ a lavaraz d’ar rouanez: É kéar Suza hô deûz lazet ar Iuzevien pemp kan̄t dén, hép nivéri ann dék mâb Aman: péger braz é vennez-té eo al lazérez a reon̄t enn holl brovin̄sou? Pétrâ a c’houlennez-té ouch-penn, ha pétrâ a fell d’id a c’hourc’hémenfenn c’hoaz?

13Hag ar rouanez a lavaraz: Mar kâv-mâd ar roué, bézet rôet d’ar Iuzevien ar galloud da ôber adarré war-c’hoaz é Suza ével ma hô deûz gréat hiriô, ha bézet staget ann dék mâb Aman oud ar groug.

14Hag ar roué a c’hourc’hémennaz ma vijé gréat ével-sé; ha râk-tâl é oé staget ar gourc’hémenn-zé é Suza; hag ann dék mâb Aman a oé krouget.

15Ar Iuzevien ô veza c’hoaz en em strollet er pévarzekved deiz eûz a viz Adar, a lazaz é Suza tri c’han̄t den; hôgen na gemerchon̄t preiz é béd war-n-ézhô.

16Ar Iuzévien en em zalc’haz ivé daré, enn holl brovin̄sou a oa dindan galloud ar roué, évit diwallout hô buez, hag é lazchon̄t hô énébourien hag hô heskinerien; enn hévélep doaré ma kouézaz el lazérez-zé pemzék mil ha tri-ugen̄t mil; hag hini eûz ar Iuzevien na géméraz preiz é-béd war-n-ézhô.

17Ann trizékved deiz eûz a viz Adar a oé ar c’hen̄ta é péhini en em lékéjon̄t holl da laza, hag er pévarzékved deiz éc’h éhanchon̄t al lazérez. Hag hî a réaz anézhan̄ eunn deiz goél, évid hé dréménout da-vikenn el lîd, el lévénez, hag er banvésiou.

18Hôgen ar Iuzevien a oa é kéar Suza hô dôa gréat al lazérez enn trizékved hag er pévarzékved deiz eûz ar miz-zé; hag hî hô dôa éhanet er pemzékved deiz. Râk-sé é verkchon̄t ann deiz-zé évid eunn deiz a lîd, a vanvésiou, hag a lévénez.

19Ar Iuzévien a choume er c’heriou divur hag er bourc’hiou a lékéaz ar pévarzékved deiz a viz Adar évid eunn deiz a vanvez hag a lévénez; hag enn-han̄ eo en em laouénéon̄t, hag é kason̄t ann eil d’égilé lôd eûz a voéd hô banvez.

20Mardoché a skrivaz kemen̄t-sé; hag ô véza hé lékéat enn eul lizer, é kasaz anézhan̄ d’ar Iuzevien a choumé é holl brovin̄sou ar roué, kenn a dôst, kenn a bell,

21Évit ma kémerchen̄t da c’hoél ar pévarzékved hag ar pemzékved deiz eûz a viz Adar, ha ma lidchen̄t anézhan̄ pép ploaz enn hévélep deisiou:

22O véza m’hô dôa ar Iuzevien en em ven̄jet enn deisiou-zé eûz hô énébourien, ma oa trôet hô c’haon̄ hag hô glac’har é laouénidigez hag é dudi; ha ma vijé ann deisiou-zé deisiou a vanvez hag a lévénez, ma kasché boéd ann eil d’égilé, ha ma rajen̄t rôouigou d’ar béorien.

23Ar Iuzevien a réaz éta eur goél lîd eûz ar péz hô dôa déraouet da ôber enn amzer-zé, hervez m’en dôa Mardoché hé c’hourc’hémennet d’ézhô dré hé lizéri.

24Râg Aman, mâb Amalat eûz a wenn Agag, énébour touet d’ar Iuzevien, en dôa mennet ôber drouk d’ézhô, hô laza, hag hô c’hâs-da-gét; hag hén̄ en dôa taolet phur, a zô hanvet sort enn hor iéz-ni.

25Ha goudé-zé Ester a iéaz da gavout ar roué, hag a bédaz anézhan̄ da ziarbenna gwall-ioul Aman gan̄d eul lizer é hanô ar roué; ha ma tistrôjé war hé benn hé-unan ann droug en dôa mennet oud ar Iuzevien. Enn-divez stapet é oé-hén̄ oud ar groug, hag hé vipien ivé.

26Râk-sé abaoé neûzé ann deisiou-zé a zô bét hanvet Phurim, da lavaroud eo eûz ar sortou; ô véza ma oa bét taolet phur, da lavaroud eo ar sort, enn eul léstr. Hag el lizer-zé, pé el levr-zé é oé lékéat kémen̄d a c’hoarvézaz neûzé.

27Ar Iuzevien éta é koun eûz ar péz hô dôa gouzan̄vet, hag eûz ar péz a oa deûet da drei goudé, en em rédiaz, hî hag hô gwenn, hag ar ré holl en em unvanche oud hô feiz, da lida ann daou zervez-zé, hervez ar péz a zô merket er skrîd-zé, hag a zô sévénet bép ploaz, évit deisiou ar goél-zé.

28Ann deisiou-zé eo ha na vezô két tennet morsé eûz a goun ann dûd, hag a vézô lidet enn holl brovin̄sou a-rumm é-rumm dré ann douar holl. Ha n’eûz kéar é-béd é péhini deisiou Phurim, da lavaroud eo deisiou ar sortou n’in̄t két lidet gan̄d ar Iuzevien, ha gan̄d hô gwenn, évit péré in̄t eunn dra réd.

29Ar rouanez Ester, merc’h Abihail, ha Mardoché ar Iuséô, a skrivaz c’hoaz eunn eil lizer, évit ma vijé lékéat gan̄t préder ann deiz-zé da lîd da-vikenn.

30Hag hî a gasaz anézhan̄ d’ann holl Iuzevien a choumé er seiz provin̄s ha c’houec’h-ugen̄t eûz ar roué Assuérus, évit m’hô défé ar péoc’h hag ar wirionez,

31O sévéni deisiou ar sortou; hag oc’h hô lida enn hô amzer gan̄t lévénez. Ar Iuzevien éta en em en̄gwéstlaz, hervez gourc’hémenn Mardoché hag Ester, da virout, hî hag hô gwenn, deisiou lîd ar sortou, gan̄d ar iunou hag ar c’harmou.

32Ha kémen̄d a zô el levr-zé, a zô hanvet Ester. ———— X. PENNAD. Galloud Mardoché. Huvré Mardoché.

← Levr Ester 8Read In The App, Free →Levr Ester 10 →

Study Levr Ester 9

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910