Levr Yehezkel 3:11
Kéa da gavout tûd ann dizougadur, bugalé da bobl; komz out-hô, ha lavar d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué. Martézé é sélaouin̄t hag éc’h éhanin̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 29:20Hô bugalé a vézô ével ken̄t, hag hô strollad a choumô stard dira-z-oun; ha mé a emwélô ar ré holl a heskin anézhô.
Ezekiel 2:5Évit gwélout hag hi a zélaouô hag a éhanô; râg eunn ti héguz eo: ha ma wézin̄t pénaoz éz eûz eur profed enn hô zouez.
Ezekiel 3:15Ha mé a zeûaz el léac’h ma édô ar sklaved, é-tâl eur bern éd névez-trouc’het, étrézeg ar ré a choumé war aod ster C’hobar; hag éc’h azéziz el léac’h ma oan̄t azézet; hag é choumiz énô enn eur geinvani a-héd seiz dervez.
Ezekiel 11:24Hag ar spéred a c’horréaz ac’hanoun, hag a gasas ac’hanoun é gwélédigez, gan̄t spéred Doué, er C’haldéa, étrézég ar bobl a oa é sklavérez; hag ar wélédigez em bôa bét, a bellaaz diouc’h va spéred.
Ezekiel 33:12Té éta, mâb dén, lavar da vugalé da bobl: Gwirionez ann dén gwirion na zieûbô két anézhan̄ é pé zeiz-bennâg ma péc’hô; ha fallagriez ann dén fallagr na rai két a c’haou out-han̄ é pé zeiz-bennâg ma tistrôi diouc’h hé fallagriez: hag ann dén gwirion na hellô két béva enn hé wirionez é pé zeiz-bennâg ma péc’hô.