Levr Yehezkel
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 148-208) ◄ Levr ar Profed Baruc’h. Levr ar Profed Ézékiel. Levr Daniel. ► LEVR AR PROFED ÉZÉKIEL. ———— I. PENNAD Gwélédigez gen̄ta Ézékiél. 1 C’hoarvézoud a réaz enn trégon̄tved bloaz, er pévaré mîz, er pempved deiz eûz ar mîz, pénaoz, pa édoun é-touez ar sklaved é-tâl ster C’hobar, é tigoraz ann én̄vou, hag é wéliz gwéledigésiou Doué.
Read Levr Yehezkel Free →