Levr Yehezkel 3:14
Ar spéred a zavaz ivé ac’hanoun, hag am c’hasaz gan̄t-han̄; ha mé a iéaz, va spéred leûn a c’houervder hag a vuanégez; hôgen dourn ann Aotrou a oa gan-én̄, hag a grévéé ac’hanoun.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 8:11Râg evel-henn en deûz komzet ann Aotrou ouz-in; ô terc’hel ac’hanoun gan̄d hé zourn gallouduz en deûz va desket, gan̄d aoun na gerzchenn é hen̄t ar bobl-zé, hag en deûz lavaret d’in:
Jeremiah 20:7Ha goudé-zé ann Aotrou a lavaraz: Mé a rôiô Sédésias, roué Juda, hag hé zervicherien, hag hé bobl, hag ar ré eûz ar géar-zé a vezô bét dilézet gan̄d ar vosen, gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounégez, é dourn Nabukodonosor roué Babilon, hag é dourn hô énébourien, hag é dourn ar ré a glask hô buez; hag hen̄ a skôiô gan̄t-hô gan̄d ar c’hlézé, héb habaskded, hép truez, hép trugarez.
Ezekiel 1:3É teûaz gér ann Aotrou da Ezékiel ar bélek, mâb Euzi, é brô ar C’haldéed, é-tâl ster C’hobar: hag énô dourn ann Aotrou a zeûaz war-n-ézhan̄.
Ezekiel 8:1Chétu pétrâ a c’hoarvézaz er c’houec’hved bloaz, er c’houec’hved mîz, er pempved deiz eûz ar mîz; édoun azezet em zî, hag hénaoured Juda a oa azézet dira-z-oun, ha dourn ann Aotrou Doué a gouézaz énô war-n-oun.