Levr Yehezkel 3:23
Ha mé a zavaz, hag a iéaz er mésiou, ha chétu gloar ann Aotrou a zavaz enô, ével ar c’hloar a wéliz é-tâl ster C’hobar; ha mé a gouézaz war va génou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 16:19Ha pa hô dôé dastumet ann holl bobl rag-énep d’ézhô, é-tâl dôr ann tabernakl, gloar ann Aotrou en em ziskouézaz d’ézhô holl.
Joshua 5:14Hag hé-man̄ a lavaraz: Nann; hôgen ar prin̄s ounn eûz a armé ann Aotrou, hag é teûann bréman̄.
Ezekiel 1:3É teûaz gér ann Aotrou da Ezékiel ar bélek, mâb Euzi, é brô ar C’haldéed, é-tâl ster C’hobar: hag énô dourn ann Aotrou a zeûaz war-n-ézhan̄.
Ezekiel 8:4Ha chétu édô éno gloar Doué Israel, hervez ar wélédigez em bôa bét war ar méaz.
Ezekiel 10:18Ha gloar ann Aotrou a iéaz er-méaz eûz a dreûzou dôr ann templ; hag a savaz war ar Gérubined.
Ezekiel 44:4Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun dré hen̄d dôr ann han̄ter-nôz dirâg ann tî; hag é selliz, ha chétu gloar ann Aotrou a leûniaz tî ann Aotrou; ha mé a gouézaz war da dremm.