Levr Ezra 2:63
Hag Atersata a lavaraz d’ézhô na zebrchen̄t két kîk san̄t ar zen̄t, kén na zavché eur bélek desket ha klok.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
64Ann holl dûd-zé ével unan, daou vil ha daou-ugen̄t tri c’han̄t ha tri-ugen̄t:
Cross References
Leviticus 2:3Hag ar péz a choumô a zilerc’h ar sakrifiz a vézô évid Aaron hag hé vipien, ével ennn dra san̄tel-brâz eûz a gennigou ann Aotrou.
Leviticus 6:17Rak-sé na vézô két lékéad a c’hoell enn-han̄, râk lôd anézhan̄ a véz kenniget d’ann Aotrou ével ézan̄s. Eunn dra san̄tel-brâz éta é vézô, ével ar péz a gennigeur évid ar péc’hed hag évid ann drouk.
Leviticus 7:16Mar kennig eur ré eunn hostiv goudé gwéstl, pé a-ioul frank, é vézô debret ivé enn hévélep deiz; hôgen mar choum eunn dra anézhi évid an̄trônôz, é vézô lézet hé dibri.
Leviticus 10:17Pérâg n’hoc’h eûz-hu két debret el léac’h san̄tel hostiv ar péc’hed, a zô san̄tel-brâz, hag a zô bét rôed d’é-hoc’h, évit ma tougot fallagriez ar bobl, ha ma pédot évit-han̄ dirâg ann Aotrou:
Leviticus 22:10Kémen̄d dén a-ziavéaz na zebrô két eûz ann traou san̄télet; ann diavésiad a choum gan̄d ar bélek nag hé c’hôpraer na zebrin̄t két eûz anézhô.
Leviticus 22:14Néb en dévézô debret hép gouzout eûz ann traou san̄télet, a lakai eur bempved lôden ouc’h-penn ar péz en deûz debret, hag é rôiô anézhan̄ d’ar bélek évid ar san̄tuar.