Leviegezh 2:3
Hag ar péz a choumô a zilerc’h ar sakrifiz a vézô évid Aaron hag hé vipien, ével ennn dra san̄tel-brâz eûz a gennigou ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 5:13Hag é pédô hag é tic’haouô évit-han̄; hag ann dilerc’h en dévézô ével eur gôbr évit-han̄.
Leviticus 6:16Hôgen Aaron hag hé vipien a zebrô ar péz a choumô eûz a bleûd hép goell, hag é tebrin̄t anézhan̄ el léac’h san̄tel, é-tâl dôr ann tabernakl.
Leviticus 7:7Ével ma kennigeur eunn hostiv évid ar péc’hed, hé c’hennigeur ivé évid ar gwall; eul lézen hép-kén a vézô évid ann diou hostiv: d’ar bélek en dévézô hé c’henniget, é vézô.
Leviticus 10:12Neûzé Moizez a lavaraz da Aaron, ha da Éléazar, ha da Itamar, hé vipien, a oa choumet d’ézhan̄: Kémérid ar sakrifiz a zô choumet eûz a gennig ann Aotrou, ha debrit-hén̄ hép goell é-tâl ann aoter, ô véza ma eo eunn dra san̄tel-brâz.
Leviticus 14:13É lazô ann oan, el léac’h ma lazeur peûrvuia ann hostiv évid ar péc’hed hag ann hostiv-losk, da lavaroud eo el léac’h san̄tel. Râg ann hostiv évid ann drouk, kerkouls hag ann hini évid ar péc’hed a zô d’ar bélek; ha san̄tel brâz eo.