Levr Ezra 3:5
Goudé-zé é kennigchon̄t ar sakrifiz-losk peûr-baduz, kenn en deisiou ken̄ta eûz ar mîz, kenn enn holl lidou a oa gwéstlet d’ann Aotrou, hag er ré holl é péré é oa kenniget a-ioul-vâd rôou d’ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 1:3Mar d-eo hé gennig eur sakrifiz-losk, ha mar d-eo eunn éjenn, é kennigô eur par dinam oud dôr tabernakl ann désténi, évit lakaad ann Aotrou da véza trugarézuz enn hé gén̄ver.
Numbers 28:3Chétu aman̄ ar sakrifisou a dléid da genniga: Daou oan bloaz dinam, bemdéz, ével eur sakrifiz-losk peûr-baduz:
Numbers 28:14Hôgen chétu kennigou gwîn a dléeur da skuḻa évit pép viktim: ann han̄ter eûz a eunn hin evit pép leûé; ann drédé lôden évid eunn tourz, hag ar bévaré lôden évid eunn oan. Hennez é vézô ar sakrifiz-losk eûz a bép mîz, a zeû er bloaz ann eil goudé égilé.
Numbers 28:27Hag é kennigot d’ann Aotrou é sakrifiz-losk, ével eunn dra a c’houés hétuz-brâz, daou leûé eûz ann tropel, eunn tourz, ha seiz oan bloaz dinam;
Numbers 29:8Kenniga a réot d’ann Aotrou évit sakrifiz-losk eûz a eur c’houés hétuz-brâz d’ézhan̄, eul leûé eûz ann tropel, eunn tourz, ha seiz oan bloaz dinam;