Levr Ezra 3
1Pa oé deûet ar seizved mîz, abaoé ma ôa deûet mipien Israel enn hô c’heriou, ar holl en em strollaz ével eunn dén hép-kén é Jérusalem.
2Ha Josué, mâb Josédek, hag hé vreûdeûr péré a oa béleien, ha Zarobabel, mâb Salatiel, hag hé vreûdeûr, a zeûaz da zével eunn aoter da Zoué Israel, évit kenniga war-n-ézhi sakrifisou-losk, ével ma eo skrivet é lézen Moizez, ann dén Doué.
3Hag hî a lékéaz aoter Doué war hé ziazez, pétrâ-bennâg ma énébé out-hô ar boblou a oa war hô zrô; hag é kennigchon̄t sakrifisou-losk d’ann Aotrou diouc’h ar min̄tin ha diouc’h ar pardaez:
4Hag hî a réaz goél ann teltou, ével ma eo skrivet, hag a gennigaz ar sakrifiz-losk, ével ma eo kemennet hé ôber a-zeiz-é-deiz.
5Goudé-zé é kennigchon̄t ar sakrifiz-losk peûr-baduz, kenn en deisiou ken̄ta eûz ar mîz, kenn enn holl lidou a oa gwéstlet d’ann Aotrou, hag er ré holl é péré é oa kenniget a-ioul-vâd rôou d’ann Aotrou.
6Adaleg ar chen̄ta deiz eûz ar seizved mîz é téraouchon̄t kenniga sakrifisou-losk d’ann Aotrou: hôgen né oa két c’hoaz diazézet templ Doué.
7Hôgen hî a rôaz arc’han̄t d’ar vénerien-vein ha d’ar vasounerien: rei a réjon̄t ivé da zibri ha da éva, hag éôl d’ar Sidonied ha d’ann Tiried, évid ma tigaschen̄t koat sedr eûz al Liban da vôr Joppe, hervez m’en dôa Sirus, roué ar Bersied, hé c’hourc’hémennet d’ézhô.
8Hôgen enn eil vloaz, goudé ma oan̄t deûet da Jéruzalem, el léac’h ma oa bét tî ann Aotrou, enn eil viz, Zorobabel, mâb Salatiel, ha Josué, mâb Josédek, hag hô breûdeûr all, béleien ha Lévited, hag ar ré holl a oa deûet eûz ar sklavérez da Jéruzalem, a zavaz Lévited, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, évid hasta labour ann Aotrou.
9Ha Josué gan̄d hé vipien hag hé vreûdeûr, Kédmihel hag hé vipien, ha mipien Juda, ével eunn dén hép-kén, a zavaz évid hasta ar ré a labouré é templ Doué; mipien Hénadad, hag hô mipien, hag hô breûdeûr al Lévited.
10Pa oé éta diazézet templ ann Aotrou gan̄d ar vasounerien, ar véleien a zavaz enn hô gwiskou ha gan̄t kornou-boud; hag al Lévited, mipien Asaf gan̄d hô simbalou, évit meûli Doué, dré c’heriou David, roué Israel.
11Hag hî a lavaré enn hô c’hanaouennou, hag é meûleûdi ann Aotrou: O véza ma eo mâd, ha ma éma hé drugarez da-vikenn war Israel. Hag ann holl bobl a c’harmé kaer ô veûli ann Aotrou, ô véza ma oa diazézet templ ann Aotrou.
12Hôgen kalz eûz ar véleien hag eûz al Lévited, eûz a bennou ann tiadou, hag eûz ann hénaoured, péré hô dôa gwélet ann templ ken̄ta, hag a wélé hé-man̄ enn hé ziazez, a lén̄vé gan̄d eur vouéz gré: ha kalz ré all a c’harmé gan̄t lévénez, ô sével hô mouéz.
13Ha na hellé dén anaout garm ar ré en em laouénéé, diouc’h garm ar ré a lén̄vé; râk kemmesket é oa garm ar bobl, hag a bell é oa klévet. ———— IV. PENNAD. Artakzersez a zifenn na vé savet ann templ.