Levr Ezra 5:14
Hag al listri aour hag arc’han̄t eûz a dempl Doué, en dôa tennet Nabukodonosor eûz ann templ a oa é Jéruzalem, hag en dôa dizouget é templ Babillon, ar roué Sirus hô zennaz eûz a dempl Babilon, hag hô rôaz war hé c’hér da Zassabazar, en dôa lékéat da brin̄s,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 5:16Neûzé Sassabazar a zeûaz, hag a lékéaz diazez ann templ é Jéruzalem: hag abaoé neûzé bété vréma é m’eur oc’h hé zével, ha né két c’hoaz peûr-c’hréat.
Ezra 7:27Benniget ra vézô ann Aotrou, Doué hon tadou, péhini en deûz lékéat kémen̄t-sé é kaloun ar roué, évid énori tî ann Aotrou a zô é Jéruzalem;
Haggai 1:1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 277-279) ◄ Levr Sofonias. Levr Aggéus. Levr Zac’harias. ► LEVR AGGÉUS. ———— I. PENNAD Ann Aotrou a rébech d’ar Iuzevien hô lézirégez a vir out-hô na assavon̄t hé dempl. 1 Enn eil vloaz eûz ar roué Darius, er c’houec’hved mîz, enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, é teûaz gér ann Aotrou dré zourn Aggéus ar profed, da Zôrobabel, mâb Salatiel, dûk Juda, ha da Jésus, mâb Josédek, bélek-brâz, ô lavarout:
Haggai 2:2Er seizved mîz, enn unan war-n-ugen̄t eûz ar mîz, é teûaz gér ann Aotrou dré zourn Aggéus ar profed, ô lavarout: