The Bible Software
Levr Ezra · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Ezra 5

1Neûze Aggeus, ar profed ha Zac’harias, mâb Addo, a ziougané d’ar Iuzevien a oa é Juda hag é Jéruzalem; hag hî a ziougané é hanô Doué Israel.

2Neûze Zorobabel, mâb Salatiel, ha Josué, mâb Josédez, a zavaz hag a zéraouaz da zével templ Doué é Jéruzalem, ha proféded Doue a oa gan̄t-hô hag hô c’hen-nerzé.

3Hôgen enn amzer-zé Tatanai pehini a oa dug enn tû all d’ar ster, ha Starbuzanai, hag hô c’huzulierien a zeûaz étrézég enn-hô, hag a gomzaz out-hô ével-henn: Piou en deûz rôet ann ali d’é-hoc’h da zével ann tî-ze, ha da aoza hé vuriou?

4Ha nî a lavaraz d’ézhô hanvou ar ré hô dôa aliet ac’hanomp d’hé zével.

5Hôgen lagad hô Doué a zellaz oud hénaoured ar Iuzevien, hag ar re-zé na helchon̄t ket enébi out-hô. Ha mâd é oé kavet kâs kémen̄t-sé dirâk Darius, ha ma respoun̄tché ar Iuzevien dira-z-han̄ d’ann tamall-zé.

6Chétu ar skouér eûz al lizer a gasaz Tatanai, dûg ar vrô enn tû all d’ar ster, ha Starbuzanai, hag hô c’huzulierien ann Arfarsac’heied, a oa enn tû all d’ar ster, d’ar roue Darius.

7Al lizer a gaschon̄t d’ézhan̄ a oa skrivet ével-henn: Holl béoc’h d’ar roué Darius.

8Ra wézô ar roué pénaoz omp bét é provin̄s ar Judéa, é tî ann Doué brâz, a zaveur gan̄t mein digompez, ha war vôgériou péhini eo savet ar c’hoatérez: hag al labour-zé a zô gréat gan̄t préder, hag a gresk enn hô daouarn.

9Komzet hon eûz oud ann henaoured anézhô, hag hon eûz lavaret d’ézhô: Piou en deûz rôet d’é-hoc’h ar galloud da zével ann tî-zé ha da aoza ar muriou-zé?

10Goulennet hon eûz hô hanvou digan̄t-hô, évid hô rei da anaout d’id: ha skrivet hon eûz hanvou ar brin̄sed anézhô.

11Ha chétu pénaoz hô deûz respoun̄tet d’é-omp ô lavarout: Ni a zô servicherien Doué ann en̄v hag ann douar, hag é savomp a nevez ann templ a oa bét savet pell amzer-zô, hag a oa bet diazézet ha savet gan̄d eur roué brâz eûz a Israel.

12Hôgen goudé m’hô dôé hon tadou tennet war-n-ézhô buanégez Doué ann én̄v, hén̄ hô lékéaz étré daouarn Nabukodonosor, roué Babilon ar C’haldéad; ann tî-zé a zisman̄traz ivé, hag é tizougaz hé bobl da Vabilon.

13Hogen ar bloavez ken̄ta eûz a rén Sirus, roué Babilon, ar roué Sirus a rôaz eur gourc’hémenn évit ann tî Doué-man̄.

14Hag al listri aour hag arc’han̄t eûz a dempl Doué, en dôa tennet Nabukodonosor eûz ann templ a oa é Jéruzalem, hag en dôa dizouget é templ Babillon, ar roué Sirus hô zennaz eûz a dempl Babilon, hag hô rôaz war hé c’hér da Zassabazar, en dôa lékéat da brin̄s,

15Hag é lavaraz d’ézhan̄: Kémer al listri-ze, kéa, ha laka anézhô enn templ a oa é Jéruzalem, ha bezet savet tî Doué enn hé léac’h.

16Neûzé Sassabazar a zeûaz, hag a lékéaz diazez ann templ é Jéruzalem: hag abaoé neûzé bété vréma é m’eur oc’h hé zével, ha né két c’hoaz peûr-c’hréat.

17Bréma éta, mar kâv mâd ar roué, bézet en̄klasket é tî levriou ar roué a zô é Babilon, mar d-eo bét gourc’hémennet gan̄d ar roué Sirus sével a névez tî Doué é Jéruzalem, ha kaset ar roué d’é-omp hé ioul war gémen̄t-sé. ———— VI. PENNAD. Peur-c’hréat eo ann templ. Ar pask a lideur enn-han̄.

← Levr Ezra 4Read In The App, Free →Levr Ezra 6 →

Study Levr Ezra 5

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910