Levr Ezra 6:12
Ann Doué péhini en deûz lékéat hé hanô da choum aman̄, dispennet ann holl rouan̄télésiou, hag ar bobl a astennô he zourn évid enébi out-han̄, ha kas-da-gét ann tî Doué-zé a zô é Jéruzalem. Me Darius em eûz gréat ar gourc’hémenn-zé, hag é fell d’in é vé sévénet gan̄t préder.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 12:5Râg ann Aotrou da Zoué en deûz hé zilennet eûz a douez da holl vreûriézou, évit ma savô ha ma servichô hanô ann Aotrou, hén̄ hag hé vipien da vikenn.
Deuteronomy 16:2Ha pa na vé két kâr d’id da vreûr, ha pa na anavéschez két anézhan̄: hô c’has a ri enn da dî, hag é choumin̄t gan-éz, kén na glaskô da vreûr anézhô, ha n’en dévezô bét anézhô.
Ezra 7:17Ha prén gan̄t préder gan̄d ann arc’han̄t-ze leûéou, tourzed, ein, ha sakrifisou ha braoued kennig, ha kennig anézhô war aoter templ hô Toué, a zô é Jéruzalem.
Esther 8:14Hag ar réderien war varc’h en em lékéaz râk-tâl enn hen̄t évit kâs al lizéri; ha gourc’hémenn ar roué a oé staget é Suza.
Psalms 21:8Ra gavô da zourn da holl énébourien; ra gavô da zourn déou ar ré holl a gasa ac’hanod.