Levr Ezra 6
1Neûzé ar roue a réaz eur gourc’hémenn; hag é oé en̄klasket é tî al levriou a oa é Babilon;
2Hag é oé kavet é Ekbatanis, a zô eur c’hastel é provin̄s Média, eul levr, war béhini é oa skrivet kémen̄t-man̄:
3Er bloavez ken̄ta eûz a rén ar roue Sirus, ar roué Sirus, a c’hourc’hémennaz é vijé savet tî Doué a oa é Jéruzalem, el léac’h ma kenniged hostivou, ha ma vijé lékéat eunn diazez évid dougen eunn tî eûz a dri-ugen̄t ilinad a uc’helded, hag eûz a dri-ugen̄t ilinad a léd;
4É vijé teir reiz mein digompez, ha reisiou koat nevez; ha ma vijé gréat ar mizou gan̄t tî ar roué;
5É vijé distolet al listri aour hag arc’han̄t eûz a dempl Doué, en dôa tennet Nabukodonosor eûz a dempl Jéruzalem, évid hô c’hâs da Vabilon, ha ma vijen̄t dizouget d’ann templ, el léac’h ma edon̄t ken̄t é templ Doué.
6Bréma éta Tatanai, dug ar vrô a zô enn tû all d’ar ster, Starbuzanai, ha c’houi, Afarsac’héed, hô c’huzulierien, a zô enn tû all d’ar ster, pellait diout-hô;
7Ha na virit két out dûg ar Iuzevien hag hô hénaoured, da ôber eunn templ da Zoué, ha da zével eunn tî d’ézhan̄ enn hé léac’h.
8Gourc’hémennet em eûz ive petrâ a dléeur da ôber é-kén̄ver béleien ar Iuzevien, évit sével ann tî-zé da Zoué; hag eûz a espern ar roué, hag eûz ann tellou a zaveur war ar vrô enn tû all d’ar ster, ma vézô rôet d’ézhô kémen̄d ha ma zô réd, évit ma vezô savet ann tî.
9Ha mar d-eo réd, é vézô rôet d’ézhô bemdez leûéou hag ein, ha gevr é sakrifiz-losk da Zoué ann én̄v, hag éd, ha c’hoalen, ha gwîn, hag éôl, hervez lidou ar véleien a zô é Jéruzalem, héb abek é-béd d’en em glemma:
10Évit ma kennigin̄t sakrifisou da Zoué ann én̄v, ha ma pédin̄t évit buez ar roué hag hé vipien.
11Râk-sé em eûz gourc’hémennet, pénaoz mar teû eur ré da derri ar c’hémenn-zé, bézet tennet eunn tamm koat eûz hé dî, bézet lékéat enn hé zâ, ha bézet-hen̄ krouget out-han̄, ha bézet kroget enn hé dî.
12Ann Doué péhini en deûz lékéat hé hanô da choum aman̄, dispennet ann holl rouan̄télésiou, hag ar bobl a astennô he zourn évid enébi out-han̄, ha kas-da-gét ann tî Doué-zé a zô é Jéruzalem. Me Darius em eûz gréat ar gourc’hémenn-zé, hag é fell d’in é vé sévénet gan̄t préder.
13Tatanai éta dûg ar vrô enn tû all d’ar ster, ha Starbuzanai, hag hô c’huzulierien, a zévenaz gan̄t preder kémen̄d en dôa gourc’hémennet ar roué Darius.
14Hôgen hénaoured ar Iuzevien a zavé ann tî, ha pép trâ a zeûe da vâd d’ézhô, hervez diougan Aggeus, ar profed, ha Zac’harias, mâb Addo; hag hî a labouré da zével ann tî, hervez gourc’hémenn Doué Israel, ha gourc’hémenn Sirus, ha Darius, hag Artaksersez, rouéed ar Bersied.
15Hag hî a beûr-zavaz tî Doué ann trédé deiz eûz a viz Adar a zô ar c’houec’hved bloaz eûz a rén ar roué Darius.
16Neûzé bugale Israel, ar véleien hag al Lévited, hag ar ré all eûz ar bobl péré a oa distrôet eûz ann dizougadur, a réaz sakrérez tî Doué gan̄t lévenez.
17Hag hî a gennigaz évit sakrérez tî Doue, kan̄t leûe, daou c’han̄t tourz, pévar c’han̄t oan, daouzék menn gavr évit péc’hed Israel holl, hervez ann niver eûz a vreûriézou Israel.
18Hag ar véleien a oé lékéat enn hô reisiou, hag al Lévited enn hô zrôiou war zervich Doué é Jéruzalem, ével ma eo skrivet é levr Moizez.
19Bugalé Israel péré a oa distrôet eûz ann dizougadur, a réaz ar Pask er pévarzekved deiz eûz ar miz ken̄ta.
20Râg ar véleien hag al Lévited a oa bét glanet ével eunn dén hep-kén: hag hi glân holl a lazaz ar pask évid holl vipien ann dizougadur, evit hô breûdeûr ar véleien, hag évit-hô hô-unan.
21Ar ré eûz a vugalé Israel péré a oa distrôet eûz ann dizougadur, hag ar ré holl péré a oa en em rannet eûz a zaotr poblou ar vrô évit trei gan̄t-hô, hag évit klaskout ann Aotrou, Doué Israel, a zebraz ar Pask.
22Hag hî a réaz goél ar bara dic’hoell é-pâd seiz dervez el lévénez, ô véza m’en dôa ann Aotrou hô laouénéet ha m’en dôa trôet kaloun roué ann Assiried enn hô c’hén̄ver, évit m’hô skoazelfé da zével tî ann Aotrou, Doué Israel. ———— VII. PENNAD. Esdras a zô kaset er Judéa gan̄d Artakserses.