Levr Ezra 6:4
É vijé teir reiz mein digompez, ha reisiou koat nevez; ha ma vijé gréat ar mizou gan̄t tî ar roué;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 3:7Hôgen hî a rôaz arc’han̄t d’ar vénerien-vein ha d’ar vasounerien: rei a réjon̄t ivé da zibri ha da éva, hag éôl d’ar Sidonied ha d’ann Tiried, évid ma tigaschen̄t koat sedr eûz al Liban da vôr Joppe, hervez m’en dôa Sirus, roué ar Bersied, hé c’hourc’hémennet d’ézhô.
Ezra 7:20Hôgen mar d-eo réd d’id ôber eunn dispiñ-bennâg all évit tî da Zoué, é vézô roet d’id eûz a den̄zor hag eûz a lévé ar roué,
Psalms 72:10Hag holl rouéed ann douar a azeûlô anézhan̄; ann holl vrôadou a vézô dindân hé c’halloud;
Isaiah 60:6War da vuriou, Jéruzalem, em eûz lékéat gwarded; na davin̄t bikenn nag enn deiz, nag enn nôz; c’houi péré hoc’h eûz koun eûz ann Aotrou, na davit két,