Levr Havakouk 2:5
Râg ével ma eo touellet ann hini a év gwîn, ével-sé ann dén balc’h na choumô két enn hé skéd; hén̄ péhini en deûz lédet hé éné ével ann ifern; hen̄ péhini a zô ével ar marô, ha na hell két béza gwalc’het; hén̄ péhini a stroll war hé drô ann holl vrôadou, hag a zastum étrézég enn-han̄ ann holl boblou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Chétu ann hini a zô diskrédik, né két éeun hé éné enn-han̄: hôgen ann dén reiz a vév eûz ar feiz.
Cross References
Psalms 138:6Astennet em eûz va daouarn étrézég enn-od; va éné a zô dira-z-od ével eunn douar dizour.
Proverbs 23:29Da biou é vézô lavaret gwâ? Da dâd piou, gwâ? Da biou ar strivou? Da biou ar poullou? Da biou ar gouliou héb abek? Da biou tévalder ann daoulagad.
Proverbs 30:13Eur wenn zô hag a zô uc’hel hé daoulagad, ha savet-brâz hé c’hroc’hen-lagad.
Ecclesiastes 5:10El léac’h ma éz eûz kalz a vadou, éz eûz ivé kalz a dûd évit hô dibri. Da bétra éta in̄t-hi mâd d’ann hini en deûz anézhô, némét ma wél gan̄d hé zaoulagad kalz a vadou?
Isaiah 2:17Hag uc’helded ann dén a vézô izéléet, ha balc’hder ar ré vrâz a vézô vuéléet, hag ann Aotrou hép-kén a vézô uc’héléet enn deiz-zé.
Isaiah 5:11Gwâ c’houi, péré a zâv diouc’h ar min̄tin évid en em rei d’ar vézven̄ti, hag évid éva bétég ar pardaez, kén na véz tommet d’é-hoc’h gan̄d ar gwîn.