Levr Havakouk 2
1Sével a rinn war va gwéré, hag é chouminn stard em c’hré: hag é sellinn piz, évit ma wélinn pétrâ a vézô lavaret d’in, ha pétrâ a respoun̄tinn d’ann hini a damallô ac’hanoun.
2Hag ann Aotrou a gomzaz ouz-in, hag a lavaraz: Skrîv ar péz a wélez, ha laka-hén̄ fréaz war daolennou, évit ma hellor hé lenna enn eur rédek.
3Râk, mar doaré béza pell ar wélédigez, en em ziskouézô enn divez, ha na douellô két: mar gourzéz, gortoz-hen̄: râk don̄t, don̄t a rai, ha na zaléô két.
4Chétu ann hini a zô diskrédik, né két éeun hé éné enn-han̄: hôgen ann dén reiz a vév eûz ar feiz.
5Râg ével ma eo touellet ann hini a év gwîn, ével-sé ann dén balc’h na choumô két enn hé skéd; hén̄ péhini en deûz lédet hé éné ével ann ifern; hen̄ péhini a zô ével ar marô, ha na hell két béza gwalc’het; hén̄ péhini a stroll war hé drô ann holl vrôadou, hag a zastum étrézég enn-han̄ ann holl boblou.
6Ha na zeûi-hén̄ két da zorc’hen évid ar ré-zé holl, ha na raint-hi két a c’hoab anézhan̄, ô lavarout: Gwâ ann hini a vern ar péz né két d’ézhan̄? bété pégeit é tastumô enn hé énep berniou fan̄k?
7Ha na zavô két war-eunn-taol tûd hag a grogô enn-od, hag a rogô ac’hanod, ha da béré é teûi da breiz?
8Ével ma éc’h eûz preizet kalz a vrôadou, holl zilerc’h ar boblou az preizô ivé, enn abek da c’hoad ann dûd, ha d’as fallagriez é-kén̄ver ar vrô, hag ar géar, hag ar ré holl a choumé enn-hi.
9Gwâ ann hini a zastum eur gwall bizoni enn hé dî, évit lakaad hé neiz war ann uc’hel, hag a venn béza dieûb eûz a zourn ann drouk.
10Mennet éc’h eûz mézégez da dî, dispennet éc’h eûz kalz poblou, ha da éne en deûz péc’het.
11Râg ar méan a c’harmô eûz ar vôger, hag ar c’hoat a framm ann tiez a gomzô.
12Gwâ ann hini a zâv eur géar er goâd, hag a ziazez anézhi er fallagriez.
13Ha na zeû két kémen̄t-sé dioud Aotrou ann arméou? Râg ar boblou a vézô dispennet gan̄d ann tân, hag ar brôadou az a iélô da-gét.
14Râg ann douar a vézô leûn eûz a wiziégez gloar ann Aotrou; ével ma eo gôlôet ar môr gan̄d ann doureier.
15Gwâ ann hini a vesk hé véstl er braoued a rô d’hé viñoun, hag a laka anézhan̄ da vézvi, évit ma wélô hé noazded.
16Leûniet é vézi a vézégez é léac’h gloar: év ivé té, ha môréd: kôp dourn-déou ann Aotrou a iélô war-drô d’id, hag eunn disloun̄k mézuz a gouézô war da c’hloar.
17Râk fallagriez al Liban a c’hôlôi ac’hanod, ha gwastadur al loéned a spoun̄tô anézhô, enn abek da c’hoad ann dûd, ha d’hô fallagriez é-kén̄ver ar vrô, hag ar géar, hag ar ré holl a choumé enn-hi.
18Pé lâz ar skeûden gréat gan̄d eur c’hizeller, pé ann hini faoz gréat gan̄d ann teûzer? koulskoudé ann ôbérour a laka hé c’héd enn hé labour hé-unan, er skeûden vûd en deûz gréat.
19Gwâ ann hini a lavar d’ar c’hoat: Dihun; ha d’ar méan mûd, sâv: hag hen̄ a hellô deski eunn dra d’id? Chétu hen̄ a vézô gôlôet a aour hag a arc’han̄t, ha na vézô éné é-béd enn-han̄.
20Hôgen ann Aotrou a zô enn hé dempl san̄tel: râ davô ann douar holl dira-z-han̄. ———— III. PENNAD Ar profed a-grén dirâk meûrdez ann Aotrou.