Levr Havakouk 3:13
Deûet oud er-méaz évit savétei da bobl, évit hé zavétei gan̄d da Grist. Skôet éc’h eûz gan̄t penn ti ar fallagr: hé lékéat éc’h eûz enn noaz adaleg ar gwéled bétég al lein.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
12Mac’ha a rî ann douar enn da vuanégez, saouzani a rî ar brôadou enn da frouden.
Cross References
Joshua 10:24Ha pa oen̄t bét digaset d’ézhan̄, é c’halvaz holl oazed Israel, hag é lavaraz d’ar ré gen̄ta eûz ann armé a oa gan̄t-han̄: It, ha likid hô troad war c’houzoug ar rouéed-zé. Pa hô dôé gréat kémen̄t-sé, ha pa oa hô zreid war chouzoug ar ré-man̄,
Joshua 11:8Hag ann Aotrou hô lékéaz étré daouarn bugalé Israel, péré a dréc’haz anézhô hag a iéaz war hô lerc’h bété Sidon ar vrâz, bété doureier Maséréfot, ha bété mésiou Masfa a zô war-zû ar sav-héol anézhi. Ével-se Jozué hô lazaz holl, hép ma choumaz ann distéra anézho.
Psalms 18:37Mon̄d a rinn war lerc’h va énebourien, hag é tizinn anézhô; ha na zistrôinn két kén n’am bézô hô c’haset-da-gét.
Psalms 28:8Ann Aotrou a zô ners hé bobl; hag ar gwarézer a zavété hé éôliet.