Levr Havakouk 3
1Péden Habakuk ar profed évid ann diwiziégésiou.
2Aotrou, klevet em eûz da c’hér, hag ounn bét spoun̄tet. Da labour eo, Aotrou, rô ar vuez d’ézhan̄ é-kreiz ann amzeriou. É-kreiz ann amzeriou é tiskouézi anézhan̄: pa vézô droug enn-od, ez pézô koun eûz da drugarez.
3Euz ar c’hrésteiz é teûi Doué, hag ar san̄t eûz a vénez Faran. Hé c’hloar é deûz gôlôet ann én̄vou: hag ann douar a zô leûn eûz hé veûleûdi.
4Hé skéd a vézô ével goulou: kerniel a zeûi eûz hé zaouarn. Énô eo kuzet hé ners.
5Ar marô a gerzô dira-z-han̄: hag ann diaoul a zeûiô er-méaz dirâg hé dreid.
6Arzaôi a-réaz, hag é ven̄taz ann douar. Selloud a réaz, hag é teûzaz ar brôadou: ar ménésiou a-viskoaz a zô bét brévet: krec’hiennou ar béd a zô bét kroummet dindân kamméjou hé beûr-badélez.
7Enn abek d’ar fallagriez em eûz gwélet teltou ann Étiopied: pallennou douar Madian a vézô reûstlet.
8Hag oud ar steriou, Aotrou, eo savet da vuanégez? hag oud ar steriou eo savet da frouden? hag oud ar môr eo savet da érez? Pa biñez war da gézek, ha war da girri évit digas ann dieûb.
9Heja, heja a rî da warek, évit sévéni ar gér éc’h eûz touet d’ar breûriézou. Steriou ann douar a ranni.
10Ar ménésiou hô deûz da wélet, hag hî a zô bét doaniet: ann doureier brâz a zô éat ébiou: al loun̄k en deûz gréat trouz: savet en deûz hé zaouarn out-kréac’h.
11Ann héol hag al loar a zô arzaôet enn hô lôk: out goulou da zaésiou, out skéd da wâf foultruz éz ain̄t.
12Mac’ha a rî ann douar enn da vuanégez, saouzani a rî ar brôadou enn da frouden.
13Deûet oud er-méaz évit savétei da bobl, évit hé zavétei gan̄d da Grist. Skôet éc’h eûz gan̄t penn ti ar fallagr: hé lékéat éc’h eûz enn noaz adaleg ar gwéled bétég al lein.
14Milliget éc’h eûz hé walen-roué, ha penn hé vrézélidi, péré a zeûé ével eunn arné évit va dispenna. Trida a réan̄, ével ann hini a loun̄k ar paour enn disgwél.
15Eunn hen̄t éc’h eûz gréat d’as kézek a-dreûz ar môr, é fan̄k doureier brâz.
16Klevet em eûz, ha va c’hôv a zô bét kéflusket: gan̄d ann trouz hô deûz krénet va muzellou, ra zeûi ar vreinadurez em eskern: ra leûniô ac’hanoun; évit ma vézinn enn éhan é deiz ann en̄krez, ha ma en em unaninn gan̄d hor pobl évit piña gan̄t-han̄.
17Râg ar gwéz-fiez na vleûin̄t két, ha na vézô két a rezin oud ar gwiniennou. Ar gwéz-olived a zinac’hô hô frouez: hag ar parkou na rôin̄t két â éd. Tennet é vézô ann dén̄ved eûz hô c’hreier: ha na vézô mui a zaoud er staoliou.
18Hôgen mé en em laouénai enn Aotrou: hag é tridinn é Doué va Zalver.
19Ann Aotrou Doué eo va ners: hag hen̄ a lakai va zreid ével ré ar c’hirvi. Hag hen̄ am digasô gounidek war va lec’hiou-uc’hel out son ar c’hanaouennou.