Levr Hagai 1:6
Kalz hoc’h eûz hadet, ha nébeût hoc’h eûz dastumet: débret hoc’h eûz, ha n’oc’h két bét gwalc’het: évet hoc’h eûz, ha né két bét torret hô séc’hed: en em c’hôlôet oc’h, ha né két bét tomm d’é-hoc’h: hag ann hini en deûz dastumet madou, en deûz hô lékéat enn eur sac’h toull.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Bréman̄ éta ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Likiid hô ménosiou war hoc’h hen̄chou.
7Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Likiid ho ménosiou war hoc’h hen̄chou.
Cross References
Leviticus 26:26Goudé m’am bézô torret hô pâz, mé lavar hô para (T), enn hévélep doaré ma poazô dék grég bara enn eur fourn hép-kén, hag é rôin̄t anéz-han̄ diouc’h ar pouéz; na c’houi a zebrô, ha n’hô pézô két hô kwalc’h.
Job 20:28Madou ha gwenn hé dî a vézô d’ann holl; tennet é vézin̄t digan̄t-han é deiz frouden Doué. (M).
Proverbs 11:24Lôd a rô ar péz a zô d’ézhô, hag a zô pinvidik bépréd; lôd all a skrab ar péz né két d’ézhô, hag a zô paour ével a gen̄t.
Jeremiah 12:13Ha té a lavarô d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a leûniô a vezven̄ti holl dûd ann douar-zé, hag ar rouéed eûz a wenn David péré a zô azézet war hé drôn, hag ar véléien, hag ar broféded, hag ar ré holl a choum é Jéruzalem.