Levr Hagai 1
1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 277-279) ◄ Levr Sofonias. Levr Aggéus. Levr Zac’harias. ► LEVR AGGÉUS. ———— I. PENNAD Ann Aotrou a rébech d’ar Iuzevien hô lézirégez a vir out-hô na assavon̄t hé dempl. 1 Enn eil vloaz eûz ar roué Darius, er c’houec’hved mîz, enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, é teûaz gér ann Aotrou dré zourn Aggéus ar profed, da Zôrobabel, mâb Salatiel, dûk Juda, ha da Jésus, mâb Josédek, bélek-brâz, ô lavarout:
2Ével-henn é komz Aotrou ann arméou, ô lavarout: Ar bobl-zé a lavar: Né két deûet c’hoaz ann amzer da zével tî ann Aotrou.
3Neûzé é teûaz gér ann Aotrou dré zourn Aggéus ar profed, ô lavarout:
4Ha né két deûet ann amzer d’é-hoc’h da choum é tiez aozet-kaer, hag ann ti-zé d’in a zô didud?
5Bréman̄ éta ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Likiid hô ménosiou war hoc’h hen̄chou.
6Kalz hoc’h eûz hadet, ha nébeût hoc’h eûz dastumet: débret hoc’h eûz, ha n’oc’h két bét gwalc’het: évet hoc’h eûz, ha né két bét torret hô séc’hed: en em c’hôlôet oc’h, ha né két bét tomm d’é-hoc’h: hag ann hini en deûz dastumet madou, en deûz hô lékéat enn eur sac’h toull.
7Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Likiid ho ménosiou war hoc’h hen̄chou.
8Piñit war ar ménez: digasit koat, ha savit ann ti: hag hén̄ a vézô hétuz d’in, hag é tiskouézinn va gloar enn-han̄, émé ann Aotrou.
9Sellet hoc’h eûz out madou brâz, ha chétu in̄t deûet da zistéraat: hô douget hoc’h eûz enn hô tî, ha mé em eûz c’houézet war-n-ézhô: pérâk-sé, émé Aotrou ann arméou? ô véza ma eo didud va zî, ha ma hast pép-hini ac’hanoc’h da aoza hé dî hé-unan.
10Râk-sé em eûz miret oud ann én̄vou na rôjen̄t gliz d’é-hoc’h, hag em eûz miret oud ann douar na rôjé hé frouez d’é-hoc’h.
11Ha galvet em eûz ar sec’hder war ann douar, ha war ar ménésiou, ha war ann éd, ha war ar gwîn, ha war ann éôl, ha war gémen̄t a zoug ann douar, ha war ann dûd, ha war al loéned, ha war holl labour ann daouarn.
12Neûzé Zorobabel mâb Salatiel, ha Jésus mâb Josédek ar bélek-brâz, hag holl zilerc’h ar bobl a glevaz mouéz ann Aotrou hô Doué, ha geriou Aggéus ar profed, en doa ann Aotrou hô Doué kaset étrézég enn-hô: hag ar bobl a oé spoun̄tet dirâg ann Aotrou.
13Neûzé Aggéus kannad ann Aotrou a gomzaz oud ar bobl a berz ann Aotrou, ô lavarout: Emounn gan-é-hoc’h, émé ann Aotrou.
14Hag ann Aotrou a lékéaz da zével spéred Zorobabel mâb Salatiel, dûk Juda, ha spéred Jésus mâb Josédek ar bélek-brâz, ha spéred holl zilerc’h ar bobl: hag hî a zeûaz, hag en em lékéaz da laboura é tî Aotrou ann arméou hô Doué. ———— II. PENNAD Diougan é-kén̄ver donédigez ar Messias.