Lizher d'an Hebreed 2:3
Pénaoz é hellimp-ni tec’hout, mar tilézomp eur zilvidigez ker braz, péhini goudé béza bét da gen̄ta diskleriet gan̄d ann Aotrou, a zô bét krétéet enn-omp gan̄d ar ré hô deûz hé c’hlevet;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Lizher d'an Hebreed 2
Cross References
Isaiah 20:6Râk chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou d'in: Kéa, ha laka eur géder, péhini a lavarô kémen̄d ha ma wélô.
Isaiah 51:8Goudé ann an̄ken, goudé ar varn eo bét savet; piou a zanévellô hé wenn? Râg hén̄ a zô bét rannet euz a zouar ar ré véô; enn abek da béc’héjou va fobl em eûz skôet war-n-ézhan̄.
Ezekiel 17:15Hé-man̄ ô sével a-énep d’ézhan̄ a gasaz kannaded da roué ann Éjipt, évit ma rôjé d’ézhan̄ kézek, ha kalz a dûd. Hag hén̄ a zeûi da vâd? Néb en deûz gréat enn doaré-zé, hag hén̄ a vézô dieûbet? Néb en deûz torret ar gévrédigez, hag hén̄ a hellô tec’hout?
Luke 1:2Hervez ma hô deûz hô danévelled d’é-omp, ar ré hô deûz hô gwélet adalek ar penn-ken̄ta, hag a zô bét sevénerien ar gér: