The Bible Software
Lizher d'an Hebreed · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher d'an Hebreed 2

1Rak-sé é tléomp mirout gan̄t mui a bréder ar péz hon eûz klevet, gan̄d aoun na zeûfemp da nétra.

2Râk mar d-eo choumet stard ar gér a zô bét lavaret gan̄d ann élez, ha mar d-eo bét rôet da bép terridigez, da bép dizen̄tidigez ar gwîr c’hôbr a ioa dléed d’ézhô;

3Pénaoz é hellimp-ni tec’hout, mar tilézomp eur zilvidigez ker braz, péhini goudé béza bét da gen̄ta diskleriet gan̄d ann Aotrou, a zô bét krétéet enn-omp gan̄d ar ré hô deûz hé c’hlevet;

4Ha da béré en deûz Doué rôet testéni dré arouésiou, ha burzudou, ha meûr a ners, ha dré rannou ar Spéred-San̄tel hervez hé ioul?

5Râk Doué n’en deûz két lékéad dindân galloud ann élez ar béd da zon̄t, eûz a béhini é komzomp.

6Hôgen unan-bennâg en deûz lavaret enn eul léac’h eûz ar Skritur; Pétrâ eo ann dén évit ma’z pézô koun anézhan̄, pé pétrâ eo Mâb ann dén évit ma teui d’hé emwélout?

7Hé lékéad éc’h eûz évid eunn nébeûd amzer izéloc’h égéd ann élez; a c’hloar hag a énor éc’h eûz hé gurunet; hag hé lékéad éc’h eûz da Aotrou war ôberiou da zaouarn.

8Lékéad éc’h eûz pép-tra da bléga dindân hé dreid. Râg ô lakaat pép-trâ da bléga dindân-han̄, n’en deûz lézet nétrâ ha na vé pléget dindân-han̄. Hôgen na wélomp két c’hoaz é plégfé pép-trâ dindân-han̄.

9Hôgen gwéloud a réomp pénaoz Jézuz, péhini a ioa bét lékéad évit eunn nébeûd amzer izéloc’h égéd ann élez, enn abek d’ar marô en deûz gouzan̄vet, a zô bét kurunet a c’hloar hag a énor; évit dré c’hrâs Doué ma varvché évid ann holl.

10Râk déréad é oa d’ann hini évit piou ha dré biou eo pép-trâ, péhini fellé dézhan̄ kâs kalz a vugalé er c’hloar, da glôkaat dré ar c’hloasiou ar penn-abek eûz hô zilvidigez.

11Râk néb a zan̄téla, hag ar ré a zô san̄télet, a zeû holl eûz ann hévélep penn-abek. Dré-zé n’en deûz kéd a véz oc’h hô gervel hé vreûdeûr;

12O lavarout: Diskleria a rinn da hanô d’am breûdeûr: é-kreiz ann Iliz é veûlinn ac’hanod.

13Hag adarré: Mé a fisiô enn-han̄. Hag adarré: Chétu mé, hag ar vugalé en deûz rôed Doué d’in.

14Râg ô véza ma eo doaréet ar vugalé gan̄t kîk ha gan̄t goâd, eo bét fellet d’ézhan ivé kaoud hé lôd enn hévélep doaré; évit ma tiskarjé dré ar marô ann hini a ioa ar penn-abek eûz ar marô, da lavaroud eo, ann diaoul:

15Ha ma tieûbché ar ré, péré gan̄d ar spoun̄t râg ar marô a ioa é sklavérez héd hô buez.

16Râk n’en deûz két kéméret doaré ann élez, hôgen doaré gwenn Abraham en deûz kéméret.

17Dré-zé eo bét réd d’ézhan̄ béza hén̄vel é pép-trâ oud hé vreûdeûr, évit ma teûjé da véza eur bélek-brâz trugarézuz ha féal dirâk Doué; évit dic’haoui péc’héjou ar bobl.

18Râk enn hé c’hloasiou hag enn hé demptasionou hé-unan é kémer ann ners da skoazella ar ré a zô templet. ———— III. PENNAD.

← Lizher d'an Hebreed 1Read In The App, Free →Lizher d'an Hebreed 3 →

Study Lizher d'an Hebreed 2

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213