Lizher d'an Hebreed 6:18
Évit goudé béza bét skoret gan̄d ann diou dra-zé, péré na hell két Doué fazia, ma hor bézô eunn dizoan c’hallouduz, évit kaout ar madou a zô diouganet d’é-omp dré ann espéran̄s,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Lizher d'an Hebreed 6
Cross References
Numbers 23:19Doué né két ével ann dén a hell lavarout gevier, nag ével mâb ann dén a hell béza édrô. Pa en deûz éta lavaret eunn dra, ha n’her grai két? Pa en deûz komzet, ha na zévénô két hé c’hér?
Joshua 20:3Évit ma tec’hô enn-hô néb en dévézô lazet eunn dén hép gouzout d’ézhan̄ (T), ha ma hellô pellaat diouc’h buanégez ar c’hâr nésa péhini eo ven̄jer ar goâd.
Psalms 62:8Likid hô kéd enn-han̄, holl strollad ar bobl, fennit hô kalounon dirâ-z-han̄: Doué a zô hor skoazel da-vikenn.
Proverbs 3:18Eur wézen a vuez eo évid ar ré a zalc’h anézhi; ha gwenvidig eo ann hini en em stag out-hi.
Isaiah 27:5Hag ann niver eûz ar ré a skiñô ac’hanod, a vézô ével poultr munud; hag al lôd brâz eûz ar ré a aotrouniô ac’hanod, a vézô ével ar plouz a ia ébiou; ha kémen̄t-sé a c’hoarvézô war-eunn-taol.