Lizher d'an Hebreed 6
1Rak-sé ô kuitaat ann derou eûz a gélénnadurez ar C’hrist, en em rôomp d’ar péz a zô klôkoc’h, héb teûrel adarré ann diazez eûz a binijen ann ôberiou marô, hag eûz ar feiz é Doué;
2Eûz a gélénnadurez ar badisian̄chou, eûz a astennidigez ann daouarn, eûz a zazorc’hidigez ar ré varô, eûz ar varn peûr-baduz.
3Ha kémen̄t-sé a raimp, ma aotré Doué.
4Râk na hell két béza pénaoz ar ré a zô béd eur wéac’h skleréet, hô deûz tan̄véet rô ann én̄v, hag a zô bét kévrennek eûz ar Spéred-San̄tel,
5Hô deûz ivé tan̄véet gér mâd Doué, ha nersiou ann amzer da zon̄t,
6Hag a zô kouézet goudé-zé; na hell két béza é teûjen̄t da véza névézet dré ar binijen; râk enn-hô hô-unan é lékéon̄t adarré oud ar groaz Mab Doué, hag é rôon̄t anézhan̄ d’ar vézégez.
7Râk mar teû eunn douar-bennâg, goudé béza bét évet aliez ar glaô a zô bét kouézet war-n-ézhan̄, da zougem ar géot a rô mâd d’ar ré a c’hounid anézhan̄, é teû war-n-ézhan̄ ar vennoz a Zoué.
8Hôgen ma na zoug nemét spern hag askol, eo dispriset, ha tôst da véza milliget; hag enn divez da véza losket.
9Hôgen gwelloc’h é vennomp ac’hanoc’h, hag eûz hô silvidigez, va breûdeûr kér, évid-omp da gomza ével-sé.
10Râk Doué né kéd dizanaoudek, évit béza an̄kounac’héet hoc’h ôberiou, hag ar garan̄tez hoc’h eûz diskouézet enn hé hanô, pa hoc’h eûz skoazellet ar zen̄t, ével ma skoazellit c’hoaz.
11Hôgen nî a garfé é tiskouézché pép-hini ac’hanoc’h ann hévélep préder bétég ann divez évit sévénidigez hoc’h espéran̄s:
12Évit na zeûot két da véza lézirek, hôgen ma teûot da heulia ar ré péré dré hô habaskded a zô deûed da héred d’ann diouganou.
13Râk Doué enn diougan en deûz gréad da Abraham, ô véza n’en deûz kaved dén dré béhini é hellfé toui, en deûz touet dré-z-han̄ hé unan,
14O lavarout: Da leûnia a rinn a vénosiou, ha da lakaad a rinn da greski.
15Hag ével-sé ô véza gédet gan̄d habask d ed, en deûz kavet ann diougan.
16Râg ével ma tou ann dûd dré ann hini a zô brasoc’h égét-hô, ha ma’z eo ann douadel ar brasa kréd eûz ann divez eûz hô strivou;
17Doué ô felloud d’ézhan̄ ivé diskouéza da héred ann diougan ar stardder eûz hé ali, en deûz lékéat hé lé ouc’h-penn.
18Évit goudé béza bét skoret gan̄d ann diou dra-zé, péré na hell két Doué fazia, ma hor bézô eunn dizoan c’hallouduz, évit kaout ar madou a zô diouganet d’é-omp dré ann espéran̄s,
19Péhini a zô stard ha gwirion enn hon éné ével eunn héôr, ha péhini a ia bétég enn diabarz eûz ar wél;
20É péléac’h Jézuz ével diaraoger a zô éat évid-omp, ô véza bét lékéat da Vélek-brâz peûr-baduz hervez urs Melkisédek. ———— VII. PENNAD.