Lizher d'an Hebreed 7:2
Gan̄t péhini é rannaz Abrabam ann déog eûz a gémen̄t en doa kéméret, péhini a zô galvet roué a wirionez, hag ivé roué a Salem, da lavaroud eo, roué a béoc’h,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Lizher d'an Hebreed 7
Cross References
Numbers 18:21Hôgen da vipien Lévi em eûz rôet é kers ann holl zéogou eûz a Israel, évit ar servich a réon̄t gan̄d ar garg hô deûz é tabernakl ar gévrédigez;
1 Samuel 8:17Ha pa en dôé Samuel gwélet Saül, ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Chétu ann dén eûz a béhini em eûz komzet d’id; hen-nez eo a rénô war va fobl.
2 Samuel 23:3Doué Israel en deûz komzet ouz-in, ann hini kré eûz a Israel en deûz lavaret d’in: Néb a c’hourc’hémenn war ann dûd, ra vézô éeun ha léal; ra c’hourc’hémennô gan̄d doujan̄s Doué.
1 Chronicles 22:9Ar mâb a vézô ganet d’id a vézô eunn dén sioul-brâz. Ha mé hel lakai da gaout éhan digan̄d hé holl énébourien trô-war-drô; ha dré-zé eo é vézô hanvet dén a béoc’h; ar péoc’h hag ann éhan a rôinn é Israel a-héd hé holl zeisiou.
Psalms 72:1O Doué, rô d’ar roué da varnédigez: ha da reizded da vâb ar roué, évit ma varnô da bobl hervez ar reiz, ha da béorien hervez ar varnédigez.