The Bible Software
Lizher d'an Hebreed · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher d'an Hebreed 7

1Rag ar Melkisédez-zé, Roué Salem, Bélek ann Doué huel meûrbéd, péhini a ziambrougaz Abraham, a zistrôé eûz a wastadur ar rouéed, hag a vennigaz anézhan̄,

2Gan̄t péhini é rannaz Abrabam ann déog eûz a gémen̄t en doa kéméret, péhini a zô galvet roué a wirionez, hag ivé roué a Salem, da lavaroud eo, roué a béoc’h,

3Hép Tâd, hép mamm, hép mabérez, hép derou d’hé zeisiou, hép divez d’hé vuez, ô véza ével-sé skeuden Mâb Doué, a zô choumet bélek da vikenn.

4Sellid éta péger braz é tlié béza, pa eo gwîr pénaoz ann tad-brâz Abrabam en deûz rôed d’ézhan̄ ann déog eûz hé breiz.

5Ével-sé ar ré péré ô véza eûz a wenn Lévi hô deûz kéméret ar vélégiez, hô deûz ar gwîr da géméroud ann déog hervez al lézen digan̄d ar bobl, da lavaroud eo, digan̄d hô breûdeûr, pétrâ-bennâg ma eo deûed ar ré-man̄ euz a zigroazel Abraham.

6Hôgen ann hini eûz a béhini ar mabérez né két nivéret gan̄t-hô, en deûz kéméret ann déog digan̄d Abraham, hag en deûz benniget ann hini da béhini é oa gréat ann diouganou.

7Hôgen héb arvar eo pénaoz ann hini a vennigeur a zô distéroc’h égéd ann hini a vennig.

8Hag aman̄ évit-gwîr ar ré a zigémer ann déog a zô tud marvuz: énô enn-énep eo eunn dén béô.

9Hag (évid hé lavarout) Lévi péhini a zigémer ann déog, a zô bét déoget dré Abraham;

10Râg édo c’hoaz é digroazel hé dâd, pa zeûaz Melkisédek da ziambrouga Abraham.

11Hôgen ma oa deûet ar zévénidigez dré vélégiez Lévi (râk dindan-han̄ en doa ar bobl digéméret al lézen), da bétrâ é oa réd é savché eur béleg all hervez urs Melkisédek, ha nann hervez urs Aaron?

12Râk pa eo bét dizouget ar vélégiez, é oa réd ivé é vijé dizouget al lézen.

13Hôgen ann hini diwar-benn péhini eo bét lavaret kémen̄t-sé, a zô eûz a eur vreûriez all, euz a béhini dén n’en deûz servichet ann aoter.

14Râg anad eo pénaoz hon Aotrou a zô savet eûz a Juda, é breûriez péhini n’en deûz Moizez lavaret nétrâ eûz ar vélégiez.

15Hag anatoc’h eo c’hoaz, mar sâv eur béleg all hén̄vel out Melkisédek,

16Pehini a zô gréat, nann hervez lézen gourc’hémenn ar c’hik, hôgen hervez ners eur vuez peûr-baduz.

17Râk testéniet eo, ô lavarout Té a zô ar bélek peûr-baduz, hervez urs Melkisédek.

18Râg ar gourc’hémenn all a zô bét torret dré ma oa gwân ha didalvez.

19Râg al lézen na gâs kéd d’ar c’hlôkder; eunn derou eo da gaout eunn espéran̄s gwelloc’h, dré béhini é tôstaomp ouc’h Doué.

20Ouc’h-penn, ar vélégiez-zé né két bét lékéat hép lé.

21(Râg ar ré all a zô bét lékéad da véleien hép lé; hôgen hé-man̄ a zô bét lékéat dré lé gan̄d ann hini en deûz lavaret d’ézhan̄: Touet en deûz ann Aotrou, ha n’en dévézô kéd a geûz, pénaoz oud ar bélek peûr-baduz.)

22Ha gwîr eo pénaoz Jézuz a zô deûed da gréd euz a eunn testaman̄t gwelloc’h.

23Ével-se kalz a véleien all a zô bét gréat, ô véza ma viré ar marô out-hô na choumchen̄t bépréd;

24Hôgen hé-man̄ ô véza ma choum da-vikenn, en deûz eur vélégiez peûr-baduz,

25Dré-zé é hell savétei da-vikenn ar ré a dôsta ouc’h Doué dré-z-han̄; pa eo béô bépréd évid erbédi évid-omp.

26Râk déréad é oa hor bijé eur bélek-brâz san̄tel, dizrouk, dinam, rannet diouc’h ar béc’herien, hag uc’héloc’h égéd ann én̄vou:

27Péhini né két bét réd d’ézhan̄ bemdéz, ével d’ar véleien all, kinniga hostivou da gen̄ta évid hé béc’héjou hé-unan, ha goudé évit ré ar bobl; ar péz en deûz gréat eur wéach oc’h en em genniga hé-unan.

28Râg al lézen a laka évit béleien tûd gwân: hôgen gér al lé, péhini a zô deûet goudé al lézen, en deûz lékéat da vélek ar Mâb, péhini a zô klôk da-vikenn. ———— VIII. PENNAD. l. Ann diverr eûz ar péz hon eûz lavaret diaraog eo, Pénaoz hon eûz eur bélek ker braz, ma’z eo azézet enn tu déou da gador ar veûrdez enn én̄vou, 2 Bélek ar san̄tuer, hag ar gwîr dabernakl, en deûz savet ann Aotrou, ha nann eunn dén. 3 Râk péb bélek-brâz a zô lékéat évit kinniga rôou, hag hostivou: dré-zé eo réd en défé ivé hé-man̄ eunn dra-bennâg da ginniga. 4 Ma vijé éta war ann douar, na vijé két bélek: pa ioa anézhô évit kinniga rôou hervez al lézen, 5 Hag a zervich Doué hervez skouériou ha skeûdennou eûz ann én̄v; ével ma lavaraz Doué da Voizez, pa réa ann tabernakl: Laka évez, émé-z-han̄, da ôber pép-trâ hervez ar skouér a zô bét diskouézet d’îd war ar ménez. 6 Hôgen bréma eo gwelloc’h ar vélégiez, ô véza ma eo han̄térour enn eur gévrédigez gwelloc’h, ha ma eo savet war wéstlou gwelloc’h. 7 Râk ma vijé bét difazi ann hini gen̄ta, na vijé két bét klasket léac’h d’ann eil. 8 Hôgen oc’h hô zamallout é lavar: Don̄d a rai eunn amzer, émé ann Aotrou, é péhini é rinn gan̄t tî Israel ha gan̄t tî Juda eur gévrédigez névez; 9 Nann hervez ar gévrédigez em eûz gréat gan̄d hô zadou, enn deiz é péhini hô c’hémériz dré ann dourn évid hô zenna euz a zouar ann Éjipt; râk n’in̄t két choumet em gévrédigez, ha mé em eûz hô dilézet, émé ann Aotrou. 10 Râk chétu ar gévrédigez a rinn gan̄t tî Israel goude ann deisiou-zé, émé ann Aotrou: Va lézennou a likiinn enn hô spéred, hag é skrivinn anézhô enn hô c’haloun: ha mé a vézô hô Doué, hag hî a vézô va fobl. 11 Ha pép-hini anézhô na zeskô két hé nesa, hag hé vreûr, ô lavarout: Anavez ann Aotrou; râg ann holl am anavézô, adaleg ann distéra bétég ann uc’héla. 12 Râk trugarez em bézô évid hô drougiézou, ha n’am bézô mui a goun eûz hô féc’héjou. 13 Hôgen ô lavarout eo nevez ar gévrédigez-man̄, en deûz diskouézet pénaoz eo kôséet ar gévrédigez gen̄ta. Hôgen ar péz a zeû da véza oadet ha kôz, a zô tôst d’hé zivez. ———— IX. PENNAD.

← Lizher d'an Hebreed 6Read In The App, Free →Lizher d'an Hebreed 8 →

Study Lizher d'an Hebreed 7

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213