The Bible Software
bible.software › Lizher d'an Hebreed › Lizher d'an Hebreed 7 › Lizher d'an Hebreed 7:27

Lizher d'an Hebreed 7:27

Péhini né két bét réd d’ézhan̄ bemdéz, ével d’ar véleien all, kinniga hostivou da gen̄ta évid hé béc’héjou hé-unan, ha goudé évit ré ar bobl; ar péz en deûz gréat eur wéach oc’h en em genniga hé-unan.

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

In The King James Version

Who needeth not daily, as those high priests, to offer up sacrifice, first for his own sins, and then for the people’s: for this he did once, when he offered up himself.

In Context

26Râk déréad é oa hor bijé eur bélek-brâz san̄tel, dizrouk, dinam, rannet diouc’h ar béc’herien, hag uc’héloc’h égéd ann én̄vou:

28Râg al lézen a laka évit béleien tûd gwân: hôgen gér al lé, péhini a zô deûet goudé al lézen, en deûz lékéat da vélek ar Mâb, péhini a zô klôk da-vikenn. ———— VIII. PENNAD. l. Ann diverr eûz ar péz hon eûz lavaret diaraog eo, Pénaoz hon eûz eur bélek ker braz, ma’z eo azézet enn tu déou da gador ar veûrdez enn én̄vou, 2 Bélek ar san̄tuer, hag ar gwîr dabernakl, en deûz savet ann Aotrou, ha nann eunn dén. 3 Râk péb bélek-brâz a zô lékéat évit kinniga rôou, hag hostivou: dré-zé eo réd en défé ivé hé-man̄ eunn dra-bennâg da ginniga. 4 Ma vijé éta war ann douar, na vijé két bélek: pa ioa anézhô évit kinniga rôou hervez al lézen, 5 Hag a zervich Doué hervez skouériou ha skeûdennou eûz ann én̄v; ével ma lavaraz Doué da Voizez, pa réa ann tabernakl: Laka évez, émé-z-han̄, da ôber pép-trâ hervez ar skouér a zô bét diskouézet d’îd war ar ménez. 6 Hôgen bréma eo gwelloc’h ar vélégiez, ô véza ma eo han̄térour enn eur gévrédigez gwelloc’h, ha ma eo savet war wéstlou gwelloc’h. 7 Râk ma vijé bét difazi ann hini gen̄ta, na vijé két bét klasket léac’h d’ann eil. 8 Hôgen oc’h hô zamallout é lavar: Don̄d a rai eunn amzer, émé ann Aotrou, é péhini é rinn gan̄t tî Israel ha gan̄t tî Juda eur gévrédigez névez; 9 Nann hervez ar gévrédigez em eûz gréat gan̄d hô zadou, enn deiz é péhini hô c’hémériz dré ann dourn évid hô zenna euz a zouar ann Éjipt; râk n’in̄t két choumet em gévrédigez, ha mé em eûz hô dilézet, émé ann Aotrou. 10 Râk chétu ar gévrédigez a rinn gan̄t tî Israel goude ann deisiou-zé, émé ann Aotrou: Va lézennou a likiinn enn hô spéred, hag é skrivinn anézhô enn hô c’haloun: ha mé a vézô hô Doué, hag hî a vézô va fobl. 11 Ha pép-hini anézhô na zeskô két hé nesa, hag hé vreûr, ô lavarout: Anavez ann Aotrou; râg ann holl am anavézô, adaleg ann distéra bétég ann uc’héla. 12 Râk trugarez em bézô évid hô drougiézou, ha n’am bézô mui a goun eûz hô féc’héjou. 13 Hôgen ô lavarout eo nevez ar gévrédigez-man̄, en deûz diskouézet pénaoz eo kôséet ar gévrédigez gen̄ta. Hôgen ar péz a zeû da véza oadet ha kôz, a zô tôst d’hé zivez. ———— IX. PENNAD.

Read all of Lizher d'an Hebreed 7

Cross References

Leviticus 4:3Mar d-eo ar bélek, péhini a zô bét éôliet, en deûz péc’het ô lakaad ar bobl da fazia, é kennigô d’ann Aotrou évid hé béc’hed eul leûé dinam.

Leviticus 16:6Ha pa en dévézô kenniget al leûé, ha pa en dévézô pédet évit-han̄ hé-unan hag évid hé dî,

Leviticus 16:15Ha goudé ma en dévézô lazet ar bouc’h évit péc’hed ar bobl, é tougô hé c’hoad enn diabarz eûz ar wél, ével ma eo bét gourc’hémennet diwar-benn goad al leûé, évit ma sparfô dirâg ann orakl,

Isaiah 53:10Hag ével ma tiskenn ar glaô hag ann erc’h diouc’h ann én̄v, ha na zistrôon̄t mui dî; hôgen, ma touron̄t ann douar, m’az éon̄t dreist-han̄, m’hel lékéon̄t da gellida, da rei hâd d’ann hader, ha bara da zibri:

This Verse In Other Editions

King James VersionBíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)Библия (Русский)新标点和合本성경 (한국어)聖書 (日本語)الكتاب المقدس باللغة العربية، فان دايكBiblia TakatifuBibbia Diodati (Italiano)Kinh Thánh (Tiếng Việt)Biblia Cornilescu (Română)

Study Lizher d'an Hebreed 7:27

Matthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)
← Lizher d'an Hebreed 7:26Lizher d'an Hebreed 7Lizher d'an Hebreed 7:28 →