Lizher d'an Hebreed 7:5
Ével-sé ar ré péré ô véza eûz a wenn Lévi hô deûz kéméret ar vélégiez, hô deûz ar gwîr da géméroud ann déog hervez al lézen digan̄d ar bobl, da lavaroud eo, digan̄d hô breûdeûr, pétrâ-bennâg ma eo deûed ar ré-man̄ euz a zigroazel Abraham.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Lizher d'an Hebreed 7
Cross References
Numbers 16:10Hag évit-sé eo en deûz da lékéat da dôstaat out-han̄, té ha da holl vreûdeûr mipien Lévi, évit ma aloubot ivé ar vélégiez vrâz,
Numbers 18:7Hôgen té ha da vipien, mirit hô pélégiez ha kémen̄d a zell ouc’h lîd ann aoter, hag a zô enn diabarz eûz ar wél, a vézô é karg ar véleien; mar tôsta eunn diavésiad-bennâg out-hô, é vézô lazet.
Nehemiah 13:10Anaoud a rîz ivé pénaoz lôdou al Lévited né oan̄t két bét rôet d’ézhô; ha pénaoz al Lévited, hag ar ganerien, hag ar zervicherien a oa tec’het pép-hini d’hé vrô.